Skins

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Books-aj.svg aj ashton 01.svg Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.

Heuliad skinwel Television.svg
Skins
Skinsschermata.jpg
Krouer Jamie Brittain
Bryan Elsley
Aktourien pennañ Nicholas Hoult
Kaya Scodelario
Hannah Murray
Jack O'Connell
Lily Loveless
Kathryn Prescott
Dakota Blue Richards
Bro orin Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet
Doare {{{Doare}}}
Koulzadoù 7
Abadennoù 58

Skins a zo ur stirad saoz krouet gant Jamie Brittain ha Bryan Elsley. Skignet e vez abaoe ar 27 a viz Genver 2007 gant ar chadenn E4 e Bro-Saoz . E Bro-C'hall e vez skignet abaoe ar 6 a viz Kerzu 2007 gant Canal+ ha abaoe miz Genver 2009 gant Virgin 17 ha June. Gant ar stirad-mañ ez eus bet gounezet daou BAFTA e 2008 ha 2009. A-hed ar stirad e vez komzet diwar-benn sujedoù ma sav divizoù warno evel an heñvelreizhder, ar c'hudennoù familh, ar c'hudennoù spered, bezañ dougerez, sinac'h, an dud tapet gant an drammmoù, hag ivez ar marv.

Istor[kemmañ]

E Skins e konter istor krennarded ar Roundview Sixth Form College, hag a zo o chom e Bristol. Er strollad krennarded a-orin emañ Tony, ur paotr melezerion; Michelle, e amourous un tamm simpl; Sid , mignon gwellañ Tony, ur paotr droukchañsus eo, karout a ra Michelle; Cassie, ur plac'h yaouank sinac'h; Anwar, ur c'hrennard muzulmat a glask liammañ relijion, drammoù ha reizhelezh. Maxxie, un dañser heñvelreizh; Chris, ur ribouler e karantez gant e gelennerez; Jal, ur soner drouktizhet gant ar ouennelouriezh hag Effy, c'hoar vihan Tony, kroget fall ganti e-keñver an drammoù.Disheñvel int holl met ur poent boutin a zo etrezo memestra : an dizonidigezh, hini ar c'rennarded er XXI kantved. Ar stirad-mañ a ro ivez ur skeudenn deus bed an tud gour, ar re sañset bezañ ar pennadurezh(tud,kelennerien), diskouezh a ra penaos emaint kollet en o c'hudennoù reizhel ha psikologel ha dic'houest da reiñ ur skeudenn vat d'ar c'hrennarded.

En eil rummad e vez adkavet Effy hag e vignonez Pandora, a zo bet gwelet dija en eil sezon, ober a reont anaoudegezh gant o mignoned nevez e Lise Roundview : Freddie,Cook,JJ "an tri Mouskederien", tri mignon n'haller ket dispartiañ ; Emily ha Katie , div gevelledez gant letrennioù disheñvel-mik; Naomi, katie a rebech dezhi bezañ heñvelreizh abalmour he defe klasket pokaat ouzh Emily er skolaj ha Thomas, un disvroad congolad.

An tudennoù[kemmañ]

Kentañ rummad (sezon 1 ha 2)[kemmañ]

Anthony "Tony" Stonem(Nicholas Hoult)a zo ur playboy yaouank ha melezerion.Meulet eo gant lod vrasañ ar grennarded ha gant e zud a well ennañ ur bugel-skouer. Gant Michelle eo met ne direnk ket anezhañ da bezañ ur merc'hetaer daonet.

Michelle Richardson (April Pearson) a vez e karantez gant Tony ha dindan e beli un tamm ivez, Tony 'vez ingal oc'h ober goap outi dreist holl e-keñver he vruched rak hervezañ e vefe ganti ur vrinn brasoc'h eget an hini all. Michelle a seblant en em prederiañ kalz war he korfelezh met ur plac'h speredek eo. Mignonez gwellañ Jal eo ha poan he deus da c'houzañv he defe he vamm meur a gwazed an eil war lec'h egile.

Sidney "Sid" Jenkins (Mike Bailey) a zo al looser-skouer met bepred prest da sikour e vignoned. Karout a ra Michelle "dre guzh", implig a raio Tony ar gwander-mañ evit implij Sid meur a wech.

Cassandra "Cassie" Ainsworth (Hannah Murray) a zo ur plac'h yaouank sinac'h ,war an hent da vezañ pareet eo ha klask a ra bezañ laouen ha "boutin" dirak ar re all. Cassie a zo mignon gant Michelle ha karout a ra Sid.

Christopher "Chris" Miles (Joe Dempsie)a zo ribouler bras ar strollad. Atav emañ o klask a bep seurt "traoù droll" ha ket nemet butun. Karout a ra e kelennerez a zo kalz koso'ch egetañ .

Jalander "Jal" Fazer (Larissa Wilson)a zo plac'h sirius ar strollad , poan he deus da fiziañ he c'hudennoù d'he gamaladed.Beviñ a ra gant he daou vreur hag he zad a zo ur kaner ha produer rap a mil vrudet, he vamm a zo aet kuit pa oa bihan ar pezh a lak stennadurioù er familh.

Max "Maxxie" Oliver (Mitch Hewer) a zo heñvelreizh, dañser eo er maez deus la lise. E vignon gwellañ a zo Anwar, ha kizidig eo war ar pezh a soñj ar re all diwar e fenn.

Anwar Kharral (Dev Patel)a zo muzulman met ne vir ket dezañ mont da riboulat, kudenn ebet evitañ, en em adpak a ra en ur pediñ bemdez. Ar pezh a sav ur gudenn evitañ eo e vefe e mignon gwellañ, Maxxie, heñvelreizh, rak evit e relijion, bezañ heñvelreizh a zo und ra fall. Neuze klask a ra kuzhat an dra-se d'e familh ha d'e dad dreist holl.

Lucy "Sketch" (Aimee-Ffion Edwards) a zo o chom er randi e-tal hini Maxxie ha kar a ra anezhañ, klask a ra en em "treusfeurmiñ" e paotr evit kaout ur chañs gant Maxxie. He vamm a zo klañv bras ha rank a ra chom en e gwele, Sketch a ra war he zro.

Eil rummad (sezon 3 ha 4)[kemmañ]

Elizabeth "Effy" Stonem (Kaya Scodelario)a zo c'hoar bihan Tony,kemer a ra roll e vreur, da laret eo : an hini melezerion e penn ar strollad. Effy a zo ur plac'h trash ha kevrinus, ober a ra van da vezañ drouk marteze evit kuzhaat he gwanderioù.

Pandora Moon (Lisa Backwell) a zo mignon gwellañ Effy. Pandora a zo simpl ha loarius-tre, en em dudiañ a ra gant ar viskoulenn hag Harry Potter. Gwec'h eo c'hoazh hag he vamm n'he deus ket c'hoant e darempredfe ändora gant paotred.

James Cook (Jack O'Connell) a zo ur paotr a foeltr forzh n'en deus poan ebet da vont dreist d'ar reolennoù. Ur paotr pront eo ha tu'zo dezhañ mont pell-tre evit kaout ar pezh en deus c'hoant.

Frederick "Freddie" McClair (Luke Pasqualino) a zo mignon gwellañ Cook ha JJ. Kollet en deus he vamm pa oa yaouank neuze eo bet rediet da brasaat buanoc'h eget ar re all, an hini kirieg eo e-barzh ar strollad atav aze evit sioulaat Cook. Bammet eo ar wech kentañ e well Effy

Jeremiah Jonah "JJ" Jones (Ollie Barbieri) a zo mignon gwellañ Cook ha Freddie. Lent-tre eo ha kudennoù aotegezh en deus, met speredek-tre eo. Alies e vez desachet gant Cook evit ober taolioù fall.

Naomi Campbell (Lily Loveless)a zo ur plac'h speredek-tre. bez en deus ar memes anv eget un top-model brudet ( Naomi Campbell )ar pezh a lak ar re all da c'hoarzhiñ diwar he fenn. Kasaet eo gant Katie padal en dije c'hoant Emily tostaat outi, hegaset eo gant farouellerezioù Cook, ar pezh a lak anezhañ da c'hoarzhiñ.

Katherine "Katie" Fitch (Megan Prescott)a zo gevellez Emily. Katie a zo ur plac'h startijenn ganti ha rok gant ar re all, en em kred a ra a-us ar re all ha dreist-holl a-us d'he c'hoar, Emily , ne seblant ket bezañ tost d'he c'hoar.

Emily Fitch( Kathryn Prescott) a zo gevellez Katie. Emily a zo ur plac'h lent , diloc'h hag e dalc'h gant Katiea vez atav o implij anezhi. Seblant ara kaout c'hoant da tostaat ouzh Naomi.

Thomas Tomone (Merveille Lukeba)a zo o tont eus bro Congo hag en em staliañ a ra e Bristol. Komz a ra galleg ha ret e vo dezhañ en em kenstagañ gant ar saozon. Thomas a zo ur paotr sioul ha brokus , bammet eo gant ar gevredigezh european.

Sezonioù[kemmañ]

Sezon 1[kemmañ]

Pep pennad a vez kreizennet war un tuden resis deus ar stirad. Er pennad 1, Tony e vez kentoc'h degaset an holl tudennoù ha staliet tem ar stirad. Ar re all : Cassie, Jal, Chris, Sid ha Michelle a zo kreizennet war an tudennoù-mañ. Er pennad 6 , Anwar ha Maxxie e vo kreizennet an darempred a zo etrezo. An hini 9, Dibenn, e vo ur sell hollek war bep tudenn. Ar sezon-mañ a zo kentoc'h farsus war-bouez an darvoudoù fin.

 1. Tony
 2. Cassie 
 3. Jal 
 4. Chris 
 5. Sid 
 6. Maxxie and Anwar
 7. Michelle 
 8. Effy 
 9. Dibenn

Sezon 2[kemmañ]

An eil sezon a zo bet skignet eus an 11 a viz c'hwevrer 2008 betek ar 14 a viz ebrel 2008. Evit ar peannad diwezhañ, a verke fin ar rummad kentañ ez eus bet 750 000 pellarverster. En eil sezon e vez adkavet tudennoù 6 miz goude fin ar sezon 1. En un doare hollek, ar sezon-mañ a zo trist, mantrus ha kriz e-keñver an hini gentañ. Donnat a ra ar bennadoù war personnelezh an tudennoù. Er sezon-mañ, bez'zo neubeutoc'h a vignoniezh etre an tudennoù, pep hini a za diouzh e du. An eil sezon a komz diwar-benn traoù kriz ar vuhez : brazezded dic'hoantaet, ar c'hleñvedoù, ar marv...

 1. Tony ha Maxxie
 2. Sketch
 3. Sid
 4. Michelle
 5. Chris
 6. Tony
 7. Effy
 8. Jal
 9. Cassie
10. An holl(everyone)

Sezon 3[kemmañ]

Ar sezon 3 a vez merket gant donedigezh ur rummad nevez, skignet eo bet deus an 22 a viz genver 2009 d'ar 26 a viz meurzh 2009 Cheñchet eo bet tout ar c'hasting war bouez Kaya Scodelario, a c'hoari roll Effy ha Lisa Backwell ha c'hoari roll Pandora( a zo bet gwelet e pennad 7 ar sezon 2 . E fin an eil sezon e veze gwelet holl tudennoù ar rummad kentañ a vont kuit dre hentoù disheñvel, e skolioù-veur evit an darn vrasañ anezho. Ar sezon 3 a adkemer framm orin ar stirad, da laret eo , ur sezon kentañ da gontañ istor krennarded etre 16 ha 18 bloaz hag ur sezon all evit donaat war personnelezh an tudennoù.

  1. An holl (Everyone)
  2. Cook 
  3. Thomas 
  4. Pandora 
  5. Freddie 
  6. Naomi 
  7. JJ 
  8. Effy 
  9. Emily ha Katie 
 10. Dibenn (Finale)

Sezon 4[kemmañ]

Ar sezon 4, a adkemer kasting ar sezon 3, a zo bet skignet deus an 28 a viz genver 2010 betek an 18 a viz meurzh 2010 war E4. Evel evit ar rummad kentañ, er sezon-mañ 'vez donaet personnelezh an tudennoù ha desket 'vez traoù diwar-benn o bugaleaj hag o familh. Ur sezon lec'h ma vez ivez tristoc'h e-keñver an hini diaraog. War kudennoù karantez, an emlazh, ha kleñvedoù spered e vez lakaet ar pouez er sezon-mañ.

  1. Thomas 
  2. Emily 
  3. Cook 
  4. Katie 
  5. Freddie 
  6. JJ 
  7. Effy 
  8. An holl (Everybody)

Sezon 5[kemmañ]

Embannet ez eo bet gant ar chadenn E4 a vefe deus ur sezon 5 ha neuze deus ur sezon 6 sur a-walc'h. Kemeret e vo ur C'hasting disheñvel deus ar sezonioù 3 ha 4.

Prizioù gounezet[kemmañ]

  • Royal Television Society Awards 2007: Gwellañ klinkadur evit ar pennad Cassie ( sezon 1)
  • BAFTA 2008 : gwellañ roll digeriñ
  • Festival de la Rose d'Or 2008 : Gwellañ stirad dramaek
  • BAFTA 2009 (Philips Audience Award): gwellañ abadenn ar bloavez 2008