Siracourt
Eus Wikipedia
| Labour ’zo d’ober c’hoazh a-raok peurechuiñ ar pennad-mañ. Ma fell deoc’h reiñ un tamm skoazell, krogit e-barzh. Mar karfec’h reiñ hoc’h ali ha netra ken, grit ’ta e pajenn ar gaozeadenn. |
| Kumunioù Frañs | |
|---|---|
| Anv | Siracourt |
| Skoed | |
| Lec'hiadur Siracourt e Kanton Saint-Pol-sur-Ternoise hag en Arondisamant Arras | |
| Riez | |
| Rannvro | |
| Departamant | |
| Bro hengounel | |
| Arondisamant | Arras |
| Etrekumuniezh | Communauté de communes du Saint-Polois |
| Kanton | Saint-Pol-sur-Ternoise |
| Kod INSEE | 62797 |
| Kod post | 62130 |
| Maer | Freddy Bloquet |
| Amzer-gefridi | 2008-2014 |
| Gorread | 3,24 km² |
| Led | 50° 22' 24" Norzh |
| Hed | 02° 16' 18" Reter |
| Uhelder kreiz | ... m |
| Uhelder bihanañ | 124 m |
| Uhelder brasañ | 154 m |
| Poblañs hep kontoù doubl | 239 (2006) |
| Stankter | 76 a./km² |
| Lec'hienn ar gumun | |
Siracourt a zo ur gumun eus departamant Pas-de-Calais (Bro-C'hall).
Taolenn |
Istor [kemmañ]
|
Ul lodenn eus goudorenn ar V1où
|
- Eil brezel-bed: kemmet eo bet planedenn kêriadenn Siracourt gant diviz an Alamaned e miz Even 1943 sevel diazlec'hioù kreñv evit bannañ armoù nevez, ar fuzeeennoù V1 ha V2, hag ar ganol V3. E miz Gouere 1943, kroget e voe gant sevel un diazlec'h V1 , ha marteze V2 pa weler brasder ar savadur. Prizonidi soviedat a reas al labourioù. Tro 200 metrad hirder ha 45 metrad ledander e oa ar blockhaus bet savet evit gwareziñ 150 fuzeenn V1 da vout degaset gant an hent-houarn.
Ur banner, troet war-zu Londrez, a oa da vout savet e-kreiz ar gwarezva. Evit e sevel e voe kreuzet fozelloù , 4 metrad ledander dezhe, leuniet anezhe gant betoñs ha lakaet ur volzenn , harpet ouzh ar mogerioù hag an dachenn. Tennet e veze an douar etre ar mogerioù goude.
Dikoachet e voe al labourioù gant gweladennoù dre garr-nij graet gant ar Re Gevredet e miz Here 1943. Kregiñ a reas ar bombezadegoù (27 en holl, gant 5 000 tonenn a vombezennoù) d'ar 24 a viz C'hwevrer 1944. E miz Even 1944, dilezet e voe al lec'h gant an Alamaned.
Monumantoù ha traoù heverk [kemmañ]
-
Un ti-feurm adsavet goude an Eil Brezel-bed
-
Un ti-feurm adsavet goude an Eil Brezel-bed
Douaroniezh [kemmañ]
Emdroadur ar boblañs [kemmañ]
Niver a annezidi 