Siboney (pobl)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ar bobl siboney, ciboney, taínos-ciboney pe taínos ar c'hornôg a veve en darn vrasañ eus Cuba, war-bouez daou benn an enez, ar Bahamas, hag un darn vihan e menezieg la Hotte, en ledenez an Tiburón, e gevred Haití.

Ar bobl Siboney, diwar ur ger arawak hag a dalv kement hag « ar re a vev e kevioù », a zo Amerindianed Karib hag a veve en inizi Hispaniola ha Kuba.
D'ar mare ma teuas ar Spagnoled d'an Inizi, adal 1492, edo ar bobl taino o kas ar re siboney kuit. Siboney Kuba ha re Hispaniola a oa disheñvel o sevenadur; re Cuba a oa anvet Guanajatabey.

Ur c'hantved goude ne chome hini ebet anezho ken.