Taino
Eus Wikipedia
Ur gêriadenn eus ar bobl Taino adsavet e Cuba.
Taino, pe Taíno (hervez ar skritur spagnolek) eo anv an henvroidi a veve en inizi ar Mor Karib (Bahamas, Antilhez Brasañ, hag hanternoz Antilhez Bihanañ) en amzer ma tegouezhas Kristof Koulm gant e listri e 1492.
Krediñ a reer e oa kar ar bobl Taino da Arawaked Kreisteizamerika.
Pa erruas Kristof Koulm e oa pemp rouantelezh Taíno en Hispaniola (Haiti hiziv ha Republik Dominikan), hag ur penn (kasik) da bep hini a veze paeet arc'hant dezhañ.
Ar bobl taino a oa amezek d'ar bobl Karib, a oa feuls ha kriz, deuet eus Kreisteizamerika ha diazezet en Antilhez Bihanañ. Meur a studienn zo bet savet diwar-benn an darempredoù etre an div bobl.