Shōnen Jump+

Eus Wikipedia
Shōnen Jump+
online service, manga magazine
Rann eusShueisha Kemmañ
Deiziad krouiñ22 Gwe 2014 Kemmañ
Perc'hennet gantShueisha Kemmañ
Danvez pennañbannenn-dreset enlinenn, Manga (bannoù-treset) Kemmañ
Bro orinJapan Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvjapaneg Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://shonenjumpplus.com/ Kemmañ

Shōnen Jump+ (japaneg: 少年ジャンプ+プラス, Hepburn: Shōnen Janpu Purasu) zo ur savenn manga savet gant Shueisha. Lañset eo bet d'an 22 a viz Gwengolo 2014. Ar stumm a zo un aplikadur digoust war ar poellgomzoù kement hag ul elc'hienn internet. Jump+ a embann oberennoù nevez pe oberennoù bet embannet dija e kelaouennoù manga Shueishas, adkavout a reer ivez stummoù niverennel eus ar Weekly Shōnen Jump. An heuliadoù manga brudetañ embannet war Shōnen Jump+ eo World's End Harem, Astra Lost in Space, Hell's Paradise: Jigokuraku, Spy × Family, Chained Soldier, Kaiju No. 8, Chainsaw Man lodenn 2 ha Dandadan.

En desped d'e anv, Shōnen Jump+ a zo digor ivez war al lennerezed hag an dud gour (seinen) ouzhpenn an diaz shōnen, hag a zo mangaoù evit ar baotred yaouank.

Er-maez eus Japan, Shueisha a embann mangaoù nevez war ar savenn Manga Plus. Kroget e 2023, pep heuliad manga nevez nemet ar mangaoù gant ul lisañs pe heuliadoù dishual lañset war Shōnen Jump+, e kaver un droidigezh saoznek war Manga Plus, d'ar memes mare ha ma vez embannet e Japan.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]