Seziz Cádiz
Eus Wikipedia
Seziz Cádiz a c'hoarvezas etre 1810 ha 1812, e-pad Brezel Dizalc'hted Spagn. Gronnet e voe kêr Cádiz gant armeoù gall e-pad ouzhpenn daou vloaz, adalek ar 5 a viz C'hwevrer 1810 betek ar 24 a viz Eost 1812.
Dre ma oa bet aloubet kêr Madrid d'an 23 a viz Meurzh 1808, e oa repuet ar gouarnamant spagnol e San Fernando (e-tal Cádiz), hag arsailhet e voe an div gêr gant tri-ugent mil soudard gall dindan urzhioù ar marechal Claude Victor, e-pad Brezel Dizalc'hted Spagn.
Difennet e oa kêr gant daou vil soudard spagnol, hag a voe sikouret goude gant dek mil all, ha gant soudarded saoz, renet gant Thomas Graham, ha portugalat.
Lennegezh [kemmañ]
- El asedio (2010, Alfaguara)[1]Romant diwar-benn Seziz Cádiz gant Arturo Pérez-Reverte.
Notennoù [kemmañ]
- ↑ Jacinto Antón. Un 'Asedio' de aventura, intriga y amor, El País, 12.11.2009; acceso 22.10.2011