Seren Gomer

Eus Wikipedia

Seren Gomer eo ar gazetenn sizhuniek kembraek kentañ a voe embannet e Kembre. Embannet e voe an niverenn gentañ d'ar 1añ a viz Genver 1814 en Abertawe[1],[2].

Savet e oa bet Seren Gomer gant Joseph Harris (Gomer), a oa pastor badezour en Abertawe. Er gazetenn e veze kavet keleier eus Kembre hag eus an estrenvro, keleier a denne d'ar politikerezh ha d'ar relijion dreist-holl, kenkoulz ha lennegezh kembraek. Ur gazetenn evit Kembre a-bezh e oa. Paouez a reas da zont er-maez er bloaz war-lerc'h, goude 85 niverenn, abalamour da ziaesterioù arc'hant dreist-holl. Hogen e 1818 e voe adsavet gant Joseph Harris, ha neuze e voe embannet bep pemzektez. E 1820 e teuas da vezañ ur gazetenn viziek. Pa varvas Joseph Harris e 1825 e voe gwerzhet ar gazetenn d'un embanner eus Caerfyrddin ha dont a reas da vezañ kelaouenn drimiziek ar Vadezourien e Kembre. Embannet e voe betek 1983.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Blitz destroyed chapel Lec'hienn Thisissouthwales.co.uk 24-06-2011
  2. Cofio'r papur newydd Cymraeg cyntaf BBC Newyddion 12-04-2014

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]