Samuel Colt

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Samuel Colt

Samuel Colt (19 a viz Gouere 1814 - 10 a viz Genver 1862 e Hartford (Connecticut), Stadoù-Unanet), eo an den a grouas ar bistolenn-dro gentañ e 1835. Un arm eeun eo. Ennañ e lakaer ar boledoù en un daboulin, da lavaret eo ur granenn dro enni meur a doull (kambr) a ya pep hini d' e dro da genglotañ gant ar c'hanol hag ar reizhiad stekiñ, a seurt ma c'haller tennañ hag adkargañ buan. Ar mont en-dro-se a voe implijet goude-s e emeur a arm, holl anvet diwar e anv.

An armoù[kemmañ]

Samuel Colt a ijinas ar bistolenn-dro gant platinenn, anvet e voe Colt Paterson : e-keit ma karger anezhi e tro ar granenn hag en em gav an toulloù (kambreier) karget e-tal ar c'hanol. Ar pistolennoù-tro Colt Paterson kentañ a voe produet e 1836. Gobari 0,36 (biz-meud) dezhi ha pemp tenn eo perzhioù ar pistolennoù-se. Gwerzhet e voe da vorlu Texas, rak d'ar mare-se e oa Texas o paouez dont da vezañ ur republik dizalc'h, ha rangers ar republik en em ganne a-enep d'ar vec'hikaned ha d'an indianed.

Samuel Hamilton Walker. Labourat a reas asambles gant Samuel Colt, ha krouiñ a rejont ar bistolenn-dro Walker Colt

E 1846 e kenlabouras Colt gant ar c'habiten Samuel Hamilton Walker hag e tapjont ur gevrat : 1000 pistolenn-dro Colt, kemmet diwar c'houlenn Walker, hag a roas e ali e anv ar arme amerikan. Le colt Walker 1847 a zo heñvel ouzh an armoù a vije savet goude-se nebeut-tre a dammoù lem-laka, pontig stag ouzh al lech-dorn dindan, kranenn 6 kambr dezhi). Gant an taboulin hir ennañ peadra da lakaat 3,25 g poultr hag un tenn krommvegek gobari .44 dezhi, hag ur c'hanol 22,9 cm hirder dezhi, e oa un arm bras-tre, 2 kg e bouez pa oa goullo.

A-drugarez d'ar werzh-se e c'hellas Colt lakaat produiñ pistolennoù-tro modernoc'h evit ar Paterson. Krouiñ a reas ivez ivez ar bistolenn-dro Colt Holster Pistol 1848 (pistolenn gentañ ar rummad Dragoon, gobari.44 dezhi, kanol 20sm hirder). Skañvoc'h evit ar bistolenn Walker e oa, hag implijet e voe gant ar rejimantoù marc'hegiezh.

Pistolennoù-tro gobari .31 dezho ha skañvoc'h (betek 70% nebeutoc'h evit ar bistolenn Walker) a voe krouet ivez : Colt Baby Dragoon (1847/48, 5 tenn, gant pontig eeun a-dreñv), Pocket (1849, 5 pe 6 tenn, pontig ront). Implijet e vezent dreist-holl gant tud voutin, poliserien, kannaded ha kompagnuniezhioù rederigoù. Etre 1848 ha 1873 e savas Colt 34 0000 Pocket Revolvers

E 1851 e voe krouet ar bistolenn-dro Navy (gobari .36 dezho) pe Belt Model (douget ouzh ar gouriz) hag a oe e-touez an armoù-tan gwerzhet ar muiañ (215 000 anezhi). D'an 23 a viz Genver 1851 e teuas a-benn ar c'habiten Dansan da dizhout ur gwenn a oa da ouzhpenn 28m dezhañ gant e bistolenn-dro Navy.

E 1860 e voe savet ar bistolenn New Model Army hag a gemeras plas ar re Dragoons. A-fet gobari e oa heñvel (.44) met a-fet pouez e oa 30% skañvoc'h. Ar re New Army (1860), New Navy (1861, gobari .36 dezhi) hag ar re New Police (1862, gobari .36 dezhi, 5 tenn) a voe an armoù diwezhañ hep kartouchennoù.

Liamm diavaez[kemmañ]