Sachsen-Gotha-Altenburg

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Skoed-ardamez Sachsen-Gotha-Altenburg
Banniel Sachsen-Gotha-Altenburg
Sede pelec'h e oa Sachsen-Gotha-Altenburg

Sachsen-Gotha-Altenburg zo un dugelezh a zo bet en Alamagn etre 1672 ha 1825.

Savet e voe da varv an dug Friedrich Wilhelm III von Sachsen-Altenburg, pa voe roet an darn vrasañ eus e vadoù da Ernst Iañ von Sachsen-Gotha. Goude marv Ernst I, en 1675, e voe rannet e zouaroù etre e seizh mab, hag ar mab henañ, Friedrich Iañ von Sachsen-Gotha-Altenburg, en doe kêrioù Gotha hag Altenburg: eñ an hini a voe kentañ dug Sachsen-Gotha-Altenburg.

Pa varvas divugel Friedrich IV von Sachsen-Gotha-Altenburg en 1825 e oa echu gant al lignez. Adlodennet e voe an doaroù en dugelezhioù sakson:

Aet eo douaroù an dugelezh kozh d'ober un darn eus stad Thüringen hiriv.

Duged ha Dugezed Sachsen-Gotha-Altenburg[kemmañ]

Flag of Germany.svg Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn.