Sørvágsvatn

Eus Wikipedia
Sørvágsvatn

War ribl Sørvágsvatn


Melestradur
Riez Banniel Danmark Danmark
Rannvro Faero
Enezenn Vágar
Kumunioù Sørvágur • Vágar
Douaroniezh
62° 3′ 0″ N, 7° 13′ 48″ W
Gorread 3,56 km²
Uhelder 32 m
Donder
• Keitat 27,50 m
• Donañ 59 m

Sørvágsvatn eo brasañ lenn an Inizi Føroyar. Emañ war Enez Vágar, astennet war 3,56 km² a-c'haoliad war gumunioù Sørvágur ha Vágar. Teir gwezh brasoc'h eo eget Lenn Fjallavatn, a zo eil lenn vrasañ enezenn Vágar. Nav metr ha hanter-kant (59 m) eo en he donañ.

Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dizemglev zo e-mesk an annezidi a-zivout anv al lenn. E tu kornôgel Sørvágur e ra an dud gant Sørvágsvatn, eleze "al lenn e-kichen Sørvágur", pa ra tud an tu reterel gant Leitisvatn kentoc'h, eleze "al lenn e-kichen Leiti".

Tostoc'h d'al lenn eget Sørvágur emañ Miðvágur, met soñjal a reer ez eo bet annezet Sørvágur da gentañ. Sørvágur, Bøur ha Sandavágur eo teir c'hêriadenn henañ Vágar, a rannas an enezenn dre dri farzh kevatal, ar pezh a laka Sørvágsvatn e bro Sørvágur.

Daoust da gement-se, Vatnið ("al lenn") a reer peurliesañ eus Sørvágsvatn er vro. Ne vez tabut a-zivout an anv nemet pa vez savet ar goulenn gant estrenion.

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lec'hiadur al lenn
Al lamm-dour Bøsdalafossur e 1898-99

Un 30 m bennak a-us live ar mor emañ al lenn, ha tost-tre dezhañ. Gronnet eo gant un tornaod uheloc'h a vir outi ag em c'houllonderiñ er mor dre al lamm-dour anvet Bøsdalafossur.

Peogwir ez eo uhel an tornaod en tu arall d'al lenn e c'heller krediñ ez eo-hi uheloc'h a-us ar mor eget m'eo e gwirionez.


Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-kerzh an Eil Brezel-bed e voe savet un aerborzh e tu kornôgel al lenn gant ar British Army ; aerborzh Vágar eo bremañ. Ur porzh evit an dournijerezioù a voe staliet ivez. E 1941 e pradas an nijerez kentañ, ur PBY Catalina d'an R A F.[1].

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.