Rouantelezh Lindsey

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Pobloù Preden war-dro 700. Lindisfara eo galvet rouantelezh Lindsey

Rouantelezh Lindsey pe Linnuis pe Lindiswara a oa ur rouantelezh angl-ha-saozon bihan lec'hiet etre an Humber hag ar Wash. Ar Witham hag an Trent a verke e harzoù war-du ar c'hornôg. Enni e oa ur rannvro c'heuniek e su d'ar stêr Humber, Enez Axholme hec'h anv. Krediñ a reer e oa Lincoln e gêrbenn met anvioù-lec'h a zamveneg en em astennas ar pobladur war-dro Winteringham ha Winterton da gentañ. E anv a dalvez Enez Lincoln ar pezh a vez displeget gant ar fed e oa kelc'hiet gant ar mor ha gant tirioù gleb kenañ. Hervez an Tribal Hidage e talc'he 7.000 hid.

Lec'hiet en ur rannvro digenvez, n'he deus ar rouantelezh hogozik istor skrivet ebet ha n'anavezer ket anv e rouaned dre nestedoù savet e-pad ren ar roue Offa eus Mercia. Predenek eo anv un nebeut anezho ar pezh a zamveneg e oa a-nebeutig an tremen eus ar vrezhoned d'an Angled hag e oa un emglev etre uhelidi an div bobl.

Ma oa galloudus ar rouantelezh d'un ampoent'zo e voe e deroù e istor. Pa zeu war wel e anv evit ar wech gentañ en testennoù miret ganto eo ur stad sujet dija, dindan ar veli, hervez ar marevezh, eus Northumbria pe Mercia. Da get e oa aet pa oa bet deuet an drevadennerien danat.

Roll rouaned Lindsey[kemmañ]

  • Winta
  • Cretta
  • Cuelgils
  • Caedbaed
  • Bubba
  • Beda
  • Biscop
  • Eanferð
  • Eatta
  • Aldfrið