Rosie the Riveter
Rosie the Riveter («Rosie ar rivedourez» e brezhoneg) a zo un ikonenn bobl eus SUA. Un arouez eus ar c'hwec'h milion a Amerikanezed a fardas armoù ha dafar brezel e-pad an Eil Brezel-bed eo. Geraldine Doyle a oa anv ar vaouez a voe implijet da batrom ar skritell[1]. «Rosies» a veze graet ivez eus an holl vaouezed a laboure e labouradegoù. Daoust ma felle da 80% anezho derc'hel gant o labour, e voent lakaet da leuskel o fost labour d'ar baotred pa voe echu ar brezel.
Implijet e vez ivez gant gwregelourezed, ha deuet eo da vezañ arouez perzh an amerikanezed e buhez armerzhel ar vro ivez[2].
Taolenn |
Istor [kemmañ]
E-pad an Eil Brezel-bed e voe aozet ur frapad kelaouiñ e SUA da ziskouez d'an dud e c'halle ar maouezed rivediñ, soudañ pe sevel kirri arme e-lec'h chom er gêr pe bezañ rediet da labourat e tachennoù bpoutin dezho evel ar gwriat dilhad.
« We Can Do It! » (« Gouest omp d'hen ober ! ») krouet gant J. Howard Miller evit Westinghouse e 1943 eo a voe ar skritell vrudetañ. Ar «Rosie the Riveter»-orin a zo e gwirionez tresadenn golo Saturday Evening Post, savet gant Norman Rockwell e 1943[3], hag a zo o vac'hañ Mein Kampf e-keit ha m'emañ o tebriñ ur sandwich. War he barlenn e weler ur pezh pistolenn da rivediñ[4] [5].
Er sevenadur [kemmañ]
Sonerezh [kemmañ]
Skritell Rosie a vez gwelet e video klip Raise Your Glass gant P!nk.
C'hoari video [kemmañ]
Er c'hoari video Bioshock e reer « Rosies » eus mekanikoù da rivediñ hag a warez ar c'hoarezed bihan.
Notennoù [kemmañ]
- ↑ http://c580019.r19.cf2.rackcdn.com/wp-content/uploads/2010/12/Geraldine-Hoff-Doyle-Rosie_Riveter.jpg
- ↑ Rosie the Riveter: Real Women Workers in World War II - The Library of Congress
- ↑ "Rosie the Riveter" is not the same as "We can do it!" - Docs Populi
- ↑ Rosie the Riveter gant Norman Rockwell
- ↑ en:File:RosieTheRiveter.jpg
Liammoù diavaez [kemmañ]
- Rosie the Riveter World War II / Home Front National Historical Park
- Rosie the Riveter e lec'hienn History Channel
- Regional Oral History Office / Rosie the Riveter / WWII American Homefront Project
- Kevredigezh amerikan Rosie the Riveter
- "Rosie the Riveter"
- "Rosie" e diaz skeudennoù Library of Congress
- "Rosie the Riveter" a zo disheñvel diouzh "We Can Do It!"
- "Rosie the Riveter - We Can Do It! - Woven Image"
- Atersadenn Audrey Lyons, ur Rosie a labouras e chanterioù sevel bagoù e Brooklyn, Veterans History Project at Central Connecticut State University
- Atersadenn Mary Doyle Keefe, patrom Norman Rockwell,Veterans History Project at Central Connecticut State University