Roll oberennoù Beethoven

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Beethoven, ludresadenn gant J. P. Lyser

Oberennoù sonerezhel Ludwig van Beethoven (1770-1827) a zo anavezet gant anvadurioù liesseurt, en o zouez :

Kavet e vo a-is daou roll eus oberennoù Beethoven, a varc'h an eil egile. An hini kentañ a zo ur roll oberennoù rummet dre stumm. An eil a zo ur roll oberennoù klokoc'h, rummet dre ar reizhiadoù niverenniñ liesseurt. Stummoù, isstrolladoù oberennoù, ha pezhioù hiniennel gant pennadoù dediet war Wikipedia a zo liammet. Bloavezhioù etre kromelloù a verk bloaziadoù kenaozañ pe embann.

Roll oberennoù dre stumm[kemmañ]

Sonerezh klaviazel[kemmañ]

Brudet eo Beethoven dreist pep tra evit e nav simfonienn. Skrivañ a reas ivez meur a gengerzad, dreist-holl da vezañ sonet gantañ e-unan, kement ha sonerezh klaviazel all, da gentañ penn digorennoù ha sonerezh degouezhiadel evit arvestoù c'hoariva, hag oberennoù evit lidañ degouezhioù liesseurt.

Simfoniennoù[kemmañ]

Pezh a grede gwezhall da lod e oa ur Simfonienn abred gant Beethoven, Simfonienn "Jena" e Do muiañ, a soñjer bremañ ez eo digant Friedrich Witt.

Ur gredenn a zo en dije Beethoven c'hoantaet skrivañ un Dekvet Simfonienn e-kerzh bloaveziad diwezhañ e vuhez ; ur aozadenn sonadus eus arroudoù bezus a zo bet kenstrollet gant Barry Cooper.

Kengerzadoù[kemmañ]

Oberennoù all evit benveg a-unan ha klaviaz[kemmañ]

Digorennoù ha sonerezh degouezhiadel[kemmañ]

  • Opus 43 : Krouadurioù Prometeus, digorenn ha sonerezh korollarvest (1801)
  • Opus 62 : Digorenn Coriolan (1807)
  • Digorennoù kenaozet evit opera Beethoven Fidelio :
    • Opus 72 : Digorenn Fidelio (1814)
    • Opus 72a : Digorenn Leonore "Niv. 2" (1805)
    • Opus 72b : Digorenn Leonore "Niv. 3" (1806)
    • Opus 138 : Digorenn Leonore "Niv. 1" (1807)
  • Opus 84 : Egmont, digorenn ha sonerezh degouezhiadel (1810)
  • Opus 91 : Trec'h Wellington ("Simfonienn an Emgann") (1813)
  • Opus 113 : Die Ruinen von Athen (Dismantroù Aten), digorenn ha sonerezh degouezhiadel (1811)
  • Opus 117 : König Stephan (Ar Roue Stevan), digorenn ha sonerezh degouezhiadel (1811)
  • Opus 115 : Digorenn Zur Namensfeier (Devezh Gouel) (1815)
  • Opus 124 : Digorenn Die Weihe des Hauses (Kensakradur an ti) (1822)

Sonerezh kambr[kemmañ]

Pevaradoù-kerdin Beethoven a zo tost ken brudet hag e simfoniennoù. Skrivañ a reas ivez sonerezh kambr evit meur a seurt lazioù all, en o zouez triadoù-piano, triadoù-kerdin, ha sonadennoù evit biolin ha gaolbiolin gant piano, kement hag oberennoù gant c'hwezherioù.

Pevaradoù-kerdin[kemmañ]

Abred[kemmañ]
Krenn[kemmañ]
Diwezh[kemmañ]

Pempadoù-kerdin[kemmañ]

Triadoù[kemmañ]

Triadoù-piano[kemmañ]
Triadoù-kerdin[kemmañ]

Sonerezh kambr gant c'hwezherioù[kemmañ]

Sonadennoù evit binvioù a-unan ha piano[kemmañ]

Sonadennoù evit biolin[kemmañ]
Sonadennoù evit gaolbiolin[kemmañ]
Sonadennoù evit korn[kemmañ]
  • Opus 17 : Sonadenn evit korn e Fa muiañ (1800)

Oberennoù evit piano a-unan[kemmañ]

Ouzhpenn an 32 sonadenn vrudet, ez eus en oberennoù Beethoven evit piano a-unan lies pezh ul luskad, pergen an teskad argemmoù, hag ar belbiajoù.

Sonadennoù evit piano[kemmañ]

Argemmoù[kemmañ]

Belbiajoù[kemmañ]

Sonerezh-mouezh[kemmañ]

Petra bennak ma kasas un opera hepken da benn, Beethoven a skrivas sonerezh-mouezh a-hed e vuhez, lakaet ennañ daou teskad oferenn, oberennoù all evit kor ha klaviaz (ouzhpenn an Navet Simfonienn), ariaoù, daouadoù, sonioù arzel (lieder), hag unan eus ar c'helc'hiadoù sonioù kentañ.

Opera[kemmañ]

Kor[kemmañ]

Sonioù[kemmañ]

Roll oberennoù dre niverenn[kemmañ]

Istor ar reizhiadoù niverenniñ liesseurt[kemmañ]

Pajenn-ditl orin eus ar sonadenn evit piano, Opus 111

Hervez ar palioù katalogiñ, ez eus pevar doare da anavezout pezhioù gant Beethoven :

  • dre niverennoù opus. Deverket e voe ar re-se gant e embannerien, hag heuliañ a reont urzh embann e oberennoù, kentoc'h eget urzh o genaozadenn. Setu perak, da skouer, e c'hall bezañ Opus 103 an Eizhadenn c'hwezherioù eus 1792, tra ma voe skrivet Opus 102 hag Opus 104 an eil e 1815 hag egile e 1817. Niverennoù opus zo a gaver enno meur a bezh, setu m'eo ingalet 172 oberenn etre 138 niverenn opus. Pep tra betek Opus 135 (hemañ kontet ennañ) a voe embannet e-kerzh buhez Beethoven ; niverennoù brasoc'h a dalvez evit an oberennoù dalif.
  • dre niverenn WoO (Werke ohne Opuszahl – ger ha ger "oberennoù hep niverenn opus"). Deverket e voent gant Georg Kinsky hag Hans Halm (a gendalc'has labour Kinsky goude marv hemañ) en o c'hatalog oberennoù Beethoven eus 1955. Deverket eo ar 205 niverenn WoO dre rummad.
  • dre niverenn AnH - 18 oberenn rollet er stagadenn (Alamaneg : Anhang, alemañ ar verradenn) eus katalog Kinsky ha roet evel arvarus, pe faos zoken. Diskouezet ez eus bet dibaoe e oa diwar zorn Beethoven lod eus ar re meneget evel arvarus.
  • dre niverenn Hess (berraet da H). Ar re-se a voe deverket gant Willy Hess en ur rollad embannet nebeut goude hini Kinsky a gaver ennañ pezhioù n'int ket en aozadenn glok embannet en XIXvet kantved gant Breitkopf hag Härtel. Hess a lak ennañ kalz muioc'h a oberennoù darnel eget na ra Kinsky ; ha sevel a ra e gatalog da 335 enmont en "Hauptkatalog", mui 66 oberennn "arvarus ha lakaet war e anv e gaou" en ur stagadenn. Meur a bezh en deus war un dro niverennoù WoO hag H — en degouezh-mañ e vez kavet gwell peurvuiañ niverennoù WoO eget re Hess.

Bez' ez eus ivez katalog Biamonti, kempunet gant Giovanni Biamonti hag embannet e 1968. Ennañ e kaver war un dro ar pezhioù dezho niverennoù opus hag an holl oberennoù diwar katalogoù Kinsky hag Hess gant darnoù e-maez katalog betek-henn a-benn sevel ur rollad kronologel hepken, 849 enmont ennañ, lod anezho o strollennañ lies pezh. Ral a wezh e vez implijet niverennoù Biamonti avat.

An darn vrasañ eus pezhioù brudetañ Beethoven o deus niverennoù opus, met nemedennoù a zo, "Für Elise", WoO 59, eo unan eus ar re heverkañ.

Oberennoù gant niverennoù opus[kemmañ]

Oberennoù hep niverenn opus[kemmañ]

Oberennoù gant niverennoù Woo[kemmañ]

Niverennoù ha rummadoù a zo o daou diwar katalog Kinsky eus 1955. WoO a zo berradenn "Werke ohne Opuszahl", a dalvez en alamaneg "Oberenn hep niverenn opus".

Oberennoù klaviel : WoO 1-86[kemmañ]
Oberennoù klaviazel

Klaviaz e-unan

  • WoO 1 : Musik zu einem Ritterballett (Sonerezh evit ur gorolladenn dre varc'hekaat) – eizh luskad
  • WoO 2a : Bale an Trec'h evit klaviaz evit trajedienn Christoph Kuffner Tarpeja
  • WoO 2b : Rakc'hoari da Arvest II eus Tarpeja
  • WoO 3 : "Gratulations-Menuett", menued evit klaviaz

Kengerzek

  • WoO 4 : Kengerzad evit Piano e Mi bouc'h muiañ (lodenn a-unan hepken gant menegoù evit klaviazadur)
  • WoO 5 : Luskad Kengerzad evit Biolin e Do muiañ, darn
  • WoO 6 : Rondo e Si bouc'h muiañ evit piano ha klaviaz, darn, marteze ul lodenn eus aozadenn gentañ ar c'hengerzad evit Piano Niv. 2

Dañsoù

  • WoO 7 : Daouzek menued evit klaviaz
  • WoO 8 : Daouzek Dañs Alaman evit klaviaz (kempennet diwezhatoc'h evit piano)
  • WoO 9 : C'hwec'h menued evit daou violin ha gaolbiolin
  • WoO 10 : C'hwec'h menued evit klaviaz (kollet an aoazadenn orin, ne chom ken ar gempenadenn evit piano)
  • WoO 11 : Seizh Ländler evit daou violin ha gaolbiolin (kollet an aoazadenn orin, ne chom ken ar gempenadenn evit piano)
  • WoO 12 : Daouzek menued evit klaviaz (faos emichañs, evit gwir gant breur Beethoven, Carl)
  • WoO 13 : Daouzek Dañs Alaman evit klaviaz (n'eus ken ur gempenadenn evit piano)
  • WoO 14 : Daouzek Talgoroll evit klaviaz
  • WoO 15 : C'hwec'h Ländler evit daou violin ha gaolbiolin (ivez kempennet evit piano)
  • WoO 16 : Daouzek Skosadenn evit klaviaz (faos emichañs)
  • WoO 17 : Unnek "Mödlinger Tänze" evit seizh klav (faos emichañs)

Baleoù ha dañsoù evit c'hwezherioù

  • WoO 18 : Bale evit Bagad Milourel (triad ouzhpennet diwezhatoc'h)
  • WoO 19 : Bale evit Bagad Milourel (triad ouzhpennet diwezhatoc'h)
  • WoO 20 : Bale evit Bagad Milourel (triad ouzhpennet diwezhatoc'h)
  • WoO 21 : Poloniadenn evit Bagad Milourel
  • WoO 22 : Skosadenn evit Bagad Milourel
  • WoO 23 : Skosadenn evit Bagad Milourel (n'eus ken nemet gempennadenn evit piano gant Carl Czerny)
  • WoO 24 : Bale evit Bagad Milourel
Oberennoù kambr

Hep piano

  • WoO 25 : Rondo evit 2 oboell, 2 glerinell, 2 gorn and 2 voudon (diwezhenn orinel eus an Eizhad, opus 103) (1792)
  • WoO 26 : Daouad evit daou fleüt
  • WoO 27 : Tri daouad evit klerinell ha boudon (faos marteze)
  • WoO 28 : Argemmoù evit daou oboell hag oboell arvoud war "Là ci darem la mano" diwar opera Mozart Don Giovanni
  • WoO 29 : Bale evit c'hwezherioù
  • WoO 30 : Tri c'hevarzh evit pevar trombon — Kempennadennoù mouezhel anezho a voe kanet da geñver obidoù Beethoven.
  • WoO 31 : Fugenn evit ograou
  • WoO 32 : Daouad evit arvoud ha gaolbiolin, "mit zwei obligaten Augengläsern" ("gant daou lunedoù dre ret")
  • WoO 33 : Pemp pezh evit horolaj mekanikel pe fleüt
  • WoO 34 : Daouad evit daou violin
  • WoO 35 : Kanon evit daou violin

Gant piano

  • WoO 36 : Tri pevarad-piano
  • WoO 37 : Triad evit fleüt, boudon, ha piano e Som muiañ (1786)
  • WoO 38 : Triad-piano Niv. 8 e Mi bouc'h muiañ
  • WoO 39 : Allegretto evit triad-piano e Si bouc'h muiañ
  • WoO 40 : Daouzek argemm evit piano ha biolin war "Se vuol ballare" diwar Eured Figaro gant Mozart
  • WoO 41 : Rondo evit piano ha biolin e Sol muiañ
  • WoO 42 : C'hwec'h Dañs Alaman evit piano ha biolin
  • WoO 43a : Sonatina evit mandolig ha klavisim
  • WoO 43b : Adagio evit mandolig ha klavisim
  • WoO 44a : Sonatina evit mandolig ha piano
  • WoO 44b : Andante hag argemmoù evit mandolig ha klavisim
  • WoO 45 : Daouzek argemm evit gaolbiolin ha piano "See the conqu'ring hero comes" diwar oratorio Judas Maccabaeus gant Georg Friedrich Händel
  • WoO 46 : Seizh argemm evit gaolbiolin ha piano war "Bei Männern, welche Liebe fühlen" diwar opera Die Zauberflöte gant Mozart
Oberennoù Piano evit 2 pe 4 dorn

Sonadennoù hag oberennoù dezho ul luskad hepken

  • WoO 47 : Tri sonadenn-piano (Mi bouc'h muiañ, Fa muiañ, Re muiañ) ("Sonadennoù Kurfürsten") (1783)
  • WoO 48 : Rondo evit piano e Do muiañ (1783)
  • WoO 49 : Rondo evit piano e La muiañ (1783)
  • WoO 50 : Sonadenn-piano e Fa muiañ (1790-92)
  • WoO 51 : Sonadenn-piano e Do muiañ (1797-98, darn)
  • WoO 52 : Presto evit Piano e Do muiañ (1795, adw. 1798 ha 1822)
  • WoO 53 : Allegretto evit piano e Do muiañ (1796-97)
  • WoO 54 : Belbiaj evit piano e Do muiañ (1802)
  • WoO 55 : Rakc'hoari evit piano e Fa muiañ (1803)
  • WoO 56 : Allegretto evit Piano e Do muiañ (1803, rev. 1822)
  • WoO 57 : Andante Favori – luskad kreiz orinel diwar Sonadenn evit Piano Niv. 21 e Do muiañ ("Waldstein") (1805)
  • WoO 58 : Cadenzaoù evit 1añ ha 3de luskad eus Kengerzad evit Piano e Re leiañ (K. 466) gant Mozart
  • WoO 59 : Belbiaj evit piano e La leiañ, "Für Elise" (w.d. 1810)
  • WoO 60 : Belbiaj evit piano e Si bouc'h muiañ (1818)
  • WoO 61 : Allegretto evit piano e Si leiañ (1821)
  • WoO 61a : Belbiaj evit piano e Sol muiañ (1825)
  • WoO 62 : Pempad-kerdin e Do muiañ (Darnoù, Treuzskrivadur evit Piano)

Argemmoù

Dañsoù

  • WoO 81 : Alamanenn evit piano e La muiañ
  • WoO 82 : Menued evit piano e Mi bouc'h muiañ
  • WoO 83 : C'hwec'h Skosadenn evit piano ha klaviaz
  • WoO 84 : Valsenn evit piano e Mi bouc'h muiañ
  • WoO 85 : Valsenn evit piano
  • WoO 86 : Skosadenn evit piano e Mi bouc'h muiañ
Oberennoù mouezhel : WoO 87-205[kemmañ]
Kanadennoù, korioù hag ariaoù gant klaviaz
  • WoO 87 : Kanadenn war marv Impalaer Jozef II
  • WoO 88 : Kanadenn war Donedigezh Impalaer Leopold II
  • WoO 89 : Aria "Prü fung des Kü ssens"
  • WoO 90 : Aria "Mit Mädeln sich vertragen"
  • WoO 91 : Daou aria evit Die Schöne Schusterin
  • WoO 92 : Aria "Primo Amore"
  • WoO 92a : Aria "No, non turbati"
  • WoO 93 : Daouad "Nei giorni tuoi felice"
  • WoO 95 : Kor evit Kendalc'h Vienna
  • WoO 96 : Sonerezh degouezhiadel da Leonore Prohaska
  • WoO 97 : "Es ist vollbracht" evit Die Ehrenpforten
  • WoO 98 : "Wo sich die Pulse," kor evit Kensakradur an ti
Oberennoù evit lies mouezh eilet gant piano, pe dieilet
  • WoO 99 : Sonioù kimiad Italian
  • WoO 100 : Fentigell sonerezhel evit tri mouezh "Lob auf den Dicken"
  • WoO 101 : Fentigell sonerezhel evit tri mouezh ha kor "Graf, Graf, liebster Graf"
  • WoO 102 : Kor evit mouezh paotred "Abschiedsgesang"
  • WoO 103 : Kanadenn Un lieto Brindisi
  • WoO 104 : "Gesang der Moenche" diwar Wilhelm Tell gant Schiller evit tri mouezh paotr
  • WoO 105 : Son evit mouezh a-unan, kor ha piano "Hochzeitslied"
  • WoO 106 : Kanadenn deiz-ha-bloaz evit Priñs Lobkowitz
Lieder ha sonioù evit mouezh a-unan ha piano
  • WoO 107-130 : Pevar son warn-ugent
  • WoO 131 : Son diechu "Erlkönig"
  • WoO 132 : Son "Als die Geliebte sich trennen wollte"
  • WoO 133 : Son "In questa tomba oscura"
  • WoO 134 : Son "Sehnsucht" e pevar aozadur
  • WoO 135-151 : Seitek Son
Kempennadennoù sonioù-pobl evit un pe lies mouezh, gant eiladur triad-piano
  • WoO 152 : Pemp son-pobl Iwerzhonat warn-ugent
  • WoO 153 : Ugent son-pobl Iwerzhonat
  • WoO 154 : Daouzek son-pobl Iwerzhonat
  • WoO 155 : C'hwec'h son-pobl Kembreat warn-ugent
  • WoO 156 : Daouzek son-pobl Skosat
  • WoO 157 : Daouzek son-pobl a vroadelezhioù liesseurt
  • WoO 158a : Tri son-pobl kevandirel ha tregont
  • WoO 158b : Seizh son-pobl Breizhveurat
  • WoO 158c : Un dibab c'hwec'h son-pobl
  • WoO 158d : "Air Français"
Kanonoù mouezhel
  • WoO 159-198 : Tri kanon ha daou-ugent
Fentigelloù sonerezhel , godisoù, ha dedioù
  • WoO 199 : Fentigell sonerezhel "Ich bin der Herr von zu"
  • WoO 200 : Poelladenn Piano "O Hoffnung!"
  • WoO 201 : Fentigell sonerezhel "Ich bin bereit!"
  • WoO 202 : Kanon dihustell "Das Schöne zu dem Guten" (kentañ aozadenn)
  • WoO 203 : Kanon dihustell "Das Schöne zu dem Guten" (eil aozadenn)
  • WoO 204 : Fentigell sonerezhel "Holz, Holz, Geigt die Quartette So"
  • WoO 205 : Dek godis sonerezhel (troienn Kinsky a zo "Notenscherze") diwar lizheroù Beethoven

Oberennoù gant niverennoù Anhang (AnH)[kemmañ]

Lakaet war anv Beethoven en ur doare diasur pe faos, diwar Stagadenn (Anhang) katalog Kinsky.

  • AnH 1 : Simfonienn e Do muiañ ("Jena") – bremañ deverket da Friedrich Witt
  • AnH 2 : C'hwec'h pevarad-kerdin
  • AnH 3 : Triad-piano e Re muiañ
  • AnH 4 : Sonadenn Fleüt e Si bouc'h muiañ
  • AnH 5 : Div Sonadennig Piano
  • AnH 6 : Rondo evit piano e Si bouc'h muiañ

AnH 7 betek 18 a zo oberennoù n'oant ket bet skrivet gant Beethoven, a oa bet gwerso lakaet war e anv e gaou.

Oberennoù diuzet gant niverennoù Hess (H)[kemmañ]

(Niverennoù deverket gant Willy Hess)
Notenn : Ne gaver ket er rann-mañ an oberennoù o deus ivez niverennoù WoO numbers, hag a zo rollet kentoc'h a-us.

  • H 12 : Kengerzad Oboell e Fa (darnoù hepken)
  • H 13 : Tenergan e Mi leiañ evit 3 unpleustrour ha klaviaz
  • H 15 : Kengerzad Piano Niv. 6 (diechu)
  • H 19 : Pempad c'hwezherioù e Mi bouc'h muiañ
  • H 28 : Luskad e La bouc'h muiañ evit triad-kerdin
  • H 29 : Rakc'hoari ha fugenn evit pevarad-kerdin
  • H 30 : Rakc'hoari ha fugenn evit pevarad-kerdin
  • H 31 : Rakc'hoari ha fugenn evit pevarad-kerdin
  • H 33 : Menued evit pevarad-kerdin
  • H 34 : Kempennadenn evit pevarad-kerdin eus Opus 14 Niv. 1
  • H 36 : Fugenn Händel kempennet evit pevarad-kerdin
  • H 38 : Fugenn Bach kempennet evit pevarad-kerdin
  • H 39 : Pempad-kerdin e Fa muiañ (kollet)
  • H 40 : Luskad e Re leiañ evit pempad-kerdin
  • H 46 : Sonadenn Violin e La muiañ
  • H 48 : Allegretto e Mi bouc'h muiañ evit triad-piano
  • H 64 : Fugenn evit stokelleg
  • H 65 : Arroud Kengerzad (kempennadenn eus Opus 37)
  • H 69 : Belbiaj e Do leiañ evit piano
  • H 87 : Bale evit piano (kempennadenn eus WoO 29)
  • H 88 : Menued evit piano (kempennadenn eus Hess 33)
  • H 89 : Musik zu einem Ritterballett (Sonerezh evit ur gorolladenn dre varc'hekaat) (kempennadenn evit piano eus WoO 1)
  • H 90 : Krouadurioù Prometeus (kempennadenn evit piano eus Opus 43)
  • H 91 : Opferlied (kempennadenn evit piano eus Opus 121b)
  • H 92 : Bundeslied (kempennadenn evit piano eus Opus 122)
  • H 93 : "Freudvoll" (eiladur piano evit Opus 84)
  • H 97 : Trec'h Wellington ("Simfonienn an emgann") (kempennadenn evit piano eus Opus 91)
  • H 99 : Bale evit piano (kempennadenn eus WoO 18)
  • H 107 : Bale ar Greunader
  • H 108 : Trec'h Wellington ("Simfonienn an emgann") (kempennadenn evit panharmonicon eus Opus 91)
  • H 115 : Vestas Feuer (Opera diechu)
  • H 118 : Sonerezh evit Kensakradur an ti (diwar Opus 113)
  • H 133 : Son-pobl
  • H 134 : Son-pobl
  • H 137 : Son "Ich wiege dich" (kollet)
  • H 139 : Son "Minnesold" (kollet)
  • H 143 : Son "An die Freude" (kollet)
  • H 152-207 : Teskadoù sonioù-pobl
  • H 208-232 : Sonioù kimiad Italian
  • H 233-246 : Poelladennoù kendonouriezh
  • H 274-277 : Pevar kanon
  • H 297 : Adagio evit tri c'horn
  • H 300-301 : Daou ganon

Oberennoù ouzhpenn[kemmañ]

Bez' ez eus un nebeut oberennoù n'int ket zoket rollet ar c'hatalogoù a-us. En o zouez :

Daveennoù ha lennadennoù pelloc'h[kemmañ]

Katalogoù ha buhezsrkidoù[kemmañ]

  • Biamonti, Giovanni. Catologo cronologo e tematico delle opere di Beethoven. Torino: ILTE, 1968.
    — Ennañ e kaver oberennoù gant hag hep niverenn opus, war un dro gant arroudoù ha darnoù, e 849 enmont rummet hervez ar gronologiezh.
  • Green, James (emb. ha troid.) The new Hess catalog of Beethoven’s works. West Newbury, Vermont: Vance Brook, 2003. ISBN 0-964-05703-4.
    — Un droidigezh saoznek eus katalog meur ha studiadenn eus 1957 gant Willy Hess, hizivaet evit rentañ kont eus ar gouiziegezh neveshoc'h.
  • Hess, Willy. Verzeichnis der nicht in der Gesamtausgabe verö ffentlichen Werke Ludwig van Beethovens. Wiesbaden: Breitkopf & Härtel, 1957.
    —Studiadenn ha katalog orinel Hess ; hegerz el levrdioù war ur skeul ledanoc'h c'hoazh eget embannadur Green.
  • Johnson, Douglas and Scott G. Burnham. "Beethoven, Ludwig Van (Works)", Grove Music Online emb. L. Macy (Subscription access). Accessed 2007-04-19.
    — Ennañ roll oberennoù dre rummad gant ditouroù buhezskridel hag all.
  • Kinsky, G. and H. Halm. Das Werk Beethovens: thematisch-bibliographisches Verzeichnis seiner sämtlichen vollendeten Kompositionen. München: G. Henle, 1955.
    — Ar c'hatalog standard dodennel ha levrlennadurel eus oberennoù Beethoven's.
    — Titl klok (troet) : Oberennoù Beethoven : katalog dodennel ha levrlennadurel eus holl e genaozadurioù echuet gant Georg Kinsky, peurglokaet ha prientet goude marv an aozer gant Hans Helm.
  • Nottebohm, Gustav. Thematisches Verzeichnis der im Druck erschienenen Werke von Ludwig van Beethoven. Leipzig, Breitkopf & Hä rtel, 1925. Advoullet Weisbaden: M. Sändig, 1969.
    — Katalog dodennel a-bouez da-geñver istor, gant ur gouizieg difraoster war Beethoven eus an XIXvet kantved.
  • Solomon, Maynard. Beethoven (1añ embannadur). New York: Schirmer, 1977. ISBN 0-02-872460-7. pp. 372, 386-391.
    — Studiadenn vuhezskridel vrudet ; enni notennoù buhezskridel ha rolloù oberennoù (diglok).

Dastumadennoù oberennoù[kemmañ]

  • Ludwig van Beethovens Werke: Vollständige kritisch durchgesehene überall berechtigte Ausgabe. Leipzig: Breitkopf & Härtel,
    levrennoù i–xxiv, 1862–65 ; levrenn xxv (astenn), 1888.
    — Embannadur orinel burutellet an "oberennoù klok", anavezet peurviañ evel ar Beethoven Gesamtausgabe.
  • Beethoven: Sämtliche Werke: Supplemente zur Gesamtausgabe, emb. W. Hess. Wiesbaden: Breitkopf & Härtel, 1959.
    — astenn gant Hess d'an embannadur Breitkopf eus an XIXvet kantved.
  • Beethovens Werke: neue Ausgabe sämtlicher Werke, emb. Joseph Schmidt-Görg, Martin Staehelin, et al. München: G. Henle, 1961 – (current).
    —Embannadur burutellet nevez, "herausgaben vom Beethoven-Archiv, Bonn"; 56 levrenn e 13 rummad, war-dro 60% klok e miz Mae 2006.

Liammoù diavaez[kemmañ]