Roche Braziliano

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Roche Braziliano

Roche Braziliano (skrivet ivez Rock, Roch, Roc, Roque, Brazilliano, pe Brasiliano) (war-dro 1630 – kollet ar gwel anezhañ 1671), a oa ur morlaer izelvroat ganet e Groningen. Kregiñ a reas gant e vicher e 1654 betek 1671 pa voe gwelet da ziwezhañ. Meneget eo e 1678 e levr ar surjian gall Alexandre Exquemelin ha ne ouie ket anv gwir Braziliano. Kavet ez eus abaoe e oa anvet Gerrit Gerritszoon hag e oa aet gant e dud da chom da Vrazil, er c'hornad e dalc'h Izelvroiz. Se zo kaoz e tapas al lesanv-se .