Alexandre Exquemelin

Eus Wikipedia
Pajenn e talbenn embannadur izelvroek 1678.

Alexandre-Olivier Exquemelin, skrivet a-wechoù « Oexmelin » pe « Exmelin », a oa ur surjian norman ha morlaer gall, ganet war-dro 1645 e Honfleur, ha marvet en Harfleur war-dro 1707. Skrivet en deus ul levr brudet diwar-benn morlaeron ar XVIIvet kantved.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

N'ouzer eus buhez Exquemelin nemet pezh en deus kontet en e levr. Moarvat en deus kontet amploc'h evit justoc'h ha n'eus ket da reiñ kred e kement tra a gont hep teurel evezh bras. Ganet e oa e Honfleur ha mab e oa d'un aptotiker protestant. Kaset e oa bet d'an Izelvroioù da zeskiñ ar vicher a surjian. Klask a reas labour gant Kompagnunezh Indez ar C'hornôg. Sevel a reas war ul lestr e porzh an Havr ha kaset e voe da Enez La Tortue ma tegouezhas d'ar 7 a viz Gouhere 1666. Eno e voe prenet gant an aotrou de la Vie, a oa komis ar gompagnunezh.

Fin e vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bloavezhioù diwezhañe vuhez a dremenas moarvat en Izelvroioù, e-kreiz ar repuidi c'hall brotestant niverus deredet di goude Embann Fontainebleau, a zispennas Embann Naoned a oa bet sinet gant Herri IV da reién frankiz a goustiañs d'ar brotestanted. N'eo ket souezhus eta eo en Amsterdam hag e nederlandeg e voe moulet en 1678, kentañ embannadur an Histoire des aventuriers flibustiers, hag en 1700, un adembannadur kresket.

E oberenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 1678: De Amerikaanse Zeerovers, embannadur izelvroek en Amsterdam gant Jan ten Hoorn. E 1700 e voe embannet ur stumm all anvet Historie der Boecaniers, of Vrybuyters van America. Van haar eerste beginselen tot deze tegenwoordige tijd toe.
  • 1679: Die Americanische See-Räuber, embannadur alamanek gant Christoph Riegels e Neurenberg.
  • 1681: Piratas de la America, y luz à la defensa de las costas de Indias Occidentales, embannadur spagnolek gant Alonso de Buena Maison.
  • 1684: daou stumm saoznek :
    • William Crooke a embannas un droidigezh saoznek eus ar skrid izelvroek, Bucaniers of America, adembannet goude tri miz.
    • un doare saoznek all, berraet, eus labour Exquemelin, embannet gant Thomas Malthus, diwar ar skrid spagnolek, hag anvet The History of the Bucaniers.
  • 1686: Histoire des aventuriers flibustiers qui se sont signalés dans les Indes, etc., kentañ skrid gallek embannet gant Jacques Lefebvre, hiroc'h eget ar skrid izelvroek orin, gant munudoù ha ne gaver e skrid all ebet, kempennet gant Jean de Frontignières. Adembannet e 1699
Henry Morgan o kemer kêr Panama, el levr De Americaensche Zee-Roovers

Henry Morgan avat a savas klemm a-enep an daou embanner saoznek dre ma kave dezhañ e oa diwir ar pezh a oa kontet diwar-benn e oberoù hag e bersonelezh. Ar roue saoz katolik Jakez II en devoa darempredoù mat gant Spagn a reas war-dro an afer. Malthus, en devoa nac'het paouez da werzhañ al levr, a voe kondaonet da baeañ daou c'hant lur saoz a dell-gastiz. Crooke a roas da c'houzout en devoa keuz da vezañ brudet gevier Exquemelin hep gouzout dezhañ, met nebeut goude ec'h embannas ar Journal de Basil Ringrose.

Berzh a reas levr Exquemelin e Bro-Saoz, adembannet e voe meur a wech, kresket zoken, ha ken ar fin e oa peder lodenn ennañ: danevell Exquemelin, deizlevr Ringrose, deizlevr ar Gall Raveneau de Lussan, hag un danevell diwar-benn ar c'habiten flibusterien anvet Montauban. Naontek embannadur saoznek a voe eus al levr a-raok 1900. Gant an holl greskoù-se e oa deuet da vout disheñvel-mat diouzh an embannadur nederlandek ken ne voe ket anavezet ken gant Nicolaas ten Hoorn, mab ar c'hentañ embanner. Lakaat a reas adober un droidigezh nederlandek hag a voe embannet en 1700 hag anvet Historie der Boecaniers.

Morlaeron meneget[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Histoire des aventuriers qui se sont signalés dans les Indes, contenant ce qu'ils ont fait de plus remarquables depuis vingt années. À Paris, chez Jacques Le Febvre (2 volumes, 1686).
  • Journal de bord du chirurgien Exmelin, présenté et commenté par Jehan Mousnier (Les Éditions de Paris, 1956).