Robert Stirling

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Robert Stirling

Robert Stirling a oa un pastor, mekanikour ha metalour skosat ganet d'ar 25 a viz Here 1790 e Gloag ha marvet d'ar 6 a viz Even 1878 e Glaston.

Anavezet eo evit bezañ ijinet ur c'heflusker dre aer domm e 1816, ur c'heflusker dre devidigezh diavaez : ar c'heflusker Stirling e anv.

E anv gwirion a zo Robert Mac Gregor, an anv "Stirling" a oa hini goprer e dad hag a oa er mare-se ebenour. E dad-kozh eus tu e dad a oa saver ostilhoù labour-douar hag e dad-kozh eus tu e vamm a oa labourer-douar. Robert Stirling a oa 3de hini ur familh a 8 bugel. Kendalc'het en deus bet e studioù e skol-veur Dinedin etre 1805 ha 1808 a-raok mont da Glasc'ho da studiañ an deologiezh. Dimeziñ a reas d'an 10 a viz Gouere 1819 gant Jean Rankin hag bet o deus bet 7 bugel : Patrick, William, Robert, James, David, Jane hag Agnes. Ar pevar faotr kentañ a zo bet holl ijinourien, David a zo bet pastor hag Agnes a zo bet arzourez.

Lâret e vez ez eo abalamour ma oa tarzhadennoù marvus gant kaoterioù ar mekanikoù-aezhenn en deus eñ labouret kalz a-benn sevel ur c'heflusker hep kaoter ennañ. Kemer a reas neuze ur breved d'ar 27 a viz Gwengolo 1816 war e vekanik nevez.

Adimplijet e voe menozioù Robert Stirling gant William Siemens ha goude e voe kemeret ur breved gant Friedrich Siemens e 1856 evit ur benveg da adtommañ an aer a oa kaset en uhelfornioù dre implijout energiezh termek ar gazoù o tont er-maez eus an uhelforn.