Richarzh Kernev-veur
Eus Wikipedia
- Un den all, damheñvel e anv, Richard Rufus of Cornwall, (1231-1259), a oa ur prederour ha doueoniour saoz .
Richarzh Kernev-veur (Winchester Genver 1209-1272 Berkhamstead), anavezet e saozneg evel Richard of Cornwall, a oa mab d'ar roue saoz Yann Dizouar ha da Isabelle d'Angoulême.
En 1240 ez eas da Brezel ar Groaz, d'an Douar Santel.
Anvet e voe da Roue ar Romaned e 1257. Enebiñ a reas ouzh Alfonso X Kastilha evit bout Impalaer Alamagn, met ne deuas ket a-benn. Ober a reas muioc'h war-dro sikour e vreur Herri III a-enep e varoned emsavet eget klask bout trec'h en Alamagn. Kalz arc'hant a zispignas da gaeraat e gastell e Wallingford.
[kemmañ] Dimezioù ha bugale
Dimeziñ a reas teir gwech.
- e 1231, e St Mary's Church e Fawley e Buckinghamshire, da Isabel Marshal, intañvez Gilbert de Clare, kont Gloucester ha Hertford, ha merc'h da William Marshal, 1st Earl of Pembroke. Pevar bugel o doe a-raok dezhi mervel er gwentloù e Genver 1240.
- John of Cornwall (1232 – 1233), ganet ha marvet e Marlow, Buckinghamshire, beziet en Abati Reading
- Isabella of Cornwall (1233 – 1234), ganet ha marvet e Marlow, Buckinghamshire, beziet en Abati Reading ,
- Henry of Almain ( 1235 – 1271), muntret gant e gendirvi Guy aha Simon de Montfort, beziet en Abati Hailes
- Nicholas of Cornwall (b. & d. 17 January 1240 Berkhamsted Castle), died shortly after birth, beziet en Abati Beaulieu gant e vamm.
[kemmañ] Lennadurezh
- Denholm-Young, Noel. Richard of Cornwall, 1947
- Tyerman, Christopher. England and the Crusades, 1095–1588
- Lewis, Frank. Beatrice of Falkenburg, the Third Wife of Richard of Cornwall, 1937