Radio Cymru
Radio Cymru , pe BBC Radio Cymru zo ur skingomz kembraek krouet e 1977 e Kembre gant BBC Wales. Skingaset e vez abadennoù kembraek eus Kerdiz dre Bro-Gembre a-bezh en FM
Pa voe roet lañs dezhi e oa unan eus ar re dibaot na skignent nemet dre FM er Rouantelezh-Unanet. Hiziv e vez skignet 20 eurvezh bemdez, eus 5 eur beure da 1 eur, dre DAB dre Freeview ha dre loarell.
War ar Genrouedad e c'haller e glevout abaoe miz Genver 2005: [1]
Radio Cymru a grogas da skingas d'an 3 a viz Genver 1977 gant ur pennad keleier lavaret gant Gwyn Llewellyn, ha goude an abadenn gentañ, abadenn koulz-lein Helo Bobol!, kinniget gant Hywel Gwynfryn. Radio Cymru a zegase un dra nevez : ur chadenn gouestlet d'ar c'hembraeg, gant kalz muioc'h a amzer-skignañ eget na oa a-raok gant Radio 4 Wales (pe ar Welsh Home Service a-raok 1967).
A-hed ar bloavezhioù ez eus bet graet un tamm brav a labour da vrudañ ar yezh, gant an displegerien sportoù o sevel ar gerioù nevez o devoa ezhomm, gerioù a zo bet degemeret diwezhatoc'h gant ar yezhourien.
Abadennoù Radio Cymru zo aozet e tiez-aozañ (studioioù) e Kerdiz, Caerfyrddin, Bangor hag Aberystwyth.
Taolenn |
An abadennoù [kemmañ]
N'int ket disheñvel en o stumm diouzh re an darn vrasañ eus ar skingomzoù, war-bouez nebeud:
- Post Cyntaf, keleier ar beure
- Taro'r Post keleier da greisteiz ha kaozeadeg
- Post Prynhawn goude kreisteiz
- Jonsi, gant ur pennabadenn o c'hervel selaouerien hag oc'h aozañ kenstrivadegoù
- Rhydeglwys, un heuliadenn
Traoù all
- Y Talwrn, kenstrivadeg barzhonegañ.
Skingaserien [kemmañ]
Skingaserien bennañ [kemmañ]
|
Peulioù adkas [kemmañ]
|
|
Programoù adalek Here 2012 [kemmañ]
A Lun da Wener [kemmañ]
| Eur | Anv an abadenn | Doare |
|---|---|---|
| 5.31–6.30 | Taro Nodyn (daLun) | Sonerezh skañv ha keleier |
| Hywel Gwynfryn (d'ar Meurzh) | Sonerezh ha kaoz en kompagnunezh | |
| Ar Eich Cais (d'ar Merc'her) | Dai Jones gant ho testenioù hag ho kanaouennoù | |
| Richard Rees (d'ar Yaou) | Sonerezh a bep seurt | |
| Sesiwn Fach (d'ar Gwener) | Idris Morris Jones ha bed ar maezioù | |
| 6.30–8.30 | Post Cyntaf | |
| 8.30–10.30 | Dafydd a Caryl | plijadur ha sonerezh gant Dafydd Du ha Caryl Parry Jones |
| 10.30–12.30 | Iola Wyn | Kaozeal, seniñ, c'hoarzhin en-bev adal ar studio Caerfyrddin |
| 12.30–14.00 | Taro'r Post | Keleier ha divizoù |
| 14.03–14.30 | Dyddiaduron (d'al Llun) | Tri den o sellout war o c'hiz ouzh o yaouankiz |
| Drama war Radio Cymru (d'ar Meurzh) | pezhioù-c'hoari nevez | |
| Byd Iolo (d'ar Mercher) | Iolo Williams hag an natur | |
| Stiwdio (d'ar Yaou) | Arz | |
| O'r Bae (d'ar Gwener) | Politikerezh ar sizhun | |
| 14.30–17.00 | Nia Roberts | C'hoarzhin |
| 17.00–18.15 | Post Prynhawn (17.00–18.00 d'ar Gwener) | Diwezhañ keleier |
| 18.04–18.31 | Oes Aur Teleg Watkins (d'ar Gwener) | |
| 18.15–19.00 | Dan yr Wyneb (d'al Lun) | Dylan Iorwerth goulennoù bras an deiz |
| Dei Tomos (d'ar Meurzh) | Amañ hag ahont e Kembre | |
| Cofio (d'ar Merc'her) | Darnoù istor | |
| Beti a'i Phobol (d'ar Yaou) | Beti George o kaozeal gant tud dedennus | |
| 19.02–22.00 | C2 (18.31–22.00 d'ar Gwener) | Kanaouennoù kembraek hag abadennoù |
| 22.00–24.00 | Geraint Lloyd | Abadennoù sonerezh, adalek Aberystwyth |

