RWS

Eus Wikipedia
Logo an embregerezh.

RWS GmbH (Rheinisch-Westfälischen Sprengstofffabriken) zo un embregerezh alaman munisionoù chase, biatlon ha sportoù tennañ diazezet e Fürth (Bavaria).

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1855 e krogas Heinrich Utendoerffer da sevel emorsoù en e labourva e Nürnberg. E 1889 e voe adprenet e stal gant an embregerezh Rheinisch Westfälische Sprengstoff-Actien-Gesellschaft ha savet un uzin e Fürth, nepell alese.[1] Da vare ar Brezel-bed Kentañ e teuas RWS da vezañ ur produer emorsoù a bouez.

Ur voestad giz kozh kartouchennoù .22 Long Rifle produet gant RWS.

E 1931 e voe adprenet gant Dynamit Nobel AG. Daou galibr kartouchennoù chase evit ar fuzuilhoù Gewehr 98 a voe ijinet gant August Schüler ha produet gant RWS adalek ar bloavezhioù 1930 : ar 6,65 x 68 RWS hag an 8 x 68 S. Bombezet e voe an uzinoù en Eil Brezel-bed abalamour ma produe RWS kartouchennoù evit an arme alaman. Nebeud a zistruj a voe avat hag e kendalc'has ar produiñ betek 1945.

Abaoe fin ar brezel e vez produet kartouchennoù chase ha tennañ gant RWS. Perzh eo bremañ eus ar strollad Beretta Holding. Ar strollad RWS GmbH a brodu munisionoù dindan anvioù merkoù all (Geco, Rottweil) pe reduered-son evit an armoù dindan ar merk Hausken.[2]

Uzin Fürth-Stadel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War-dro 1500 den a labour bremañ evit an embregerezh e Fürth. 100 devezh-arat eo gorread al lec'h-produiñ-se. 35 stand tennañ a gaver war al lec'h da esaeañ ar munisionoù produet.[1]

Produioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kartouchennoù skoet war o zro[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Kartouchennoù e .22 Long Rifle (al liveoù-resisted zo roet hervez roadennoù ar merk[3]) :
    • Kartouchennoù sportoù tennañ uhel-tre o resisted : R100, R50, Special Match
    • Kartouchennoù sportoù tennañ uhel o resisted : Rifle Match S, Rifle Match, Pistol Match, Pistol Match SR
    • Kartouchennoù sportoù tennañ o resisted etre : Target Rifle, Target Pistol
    • Kartouchennoù sportoù tennañ izeloc'h o resisted : Club, Auto
    • Kartouchennoù chase : Z Lang, Subsonic HP, High Velocity, High Velocity HP
  • Kartouchennoù chase e .22 WMR : 22 Magnum SP, 22 Magnum FMJ

Kartouchennoù skoet en o c'hreiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sponsoring[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant ar merk e vez pourvezet ha sponsorizet sportourien pe skipailhoù tennañ, en o zouez[4] :

  • skipailh broadel tennañ Frañs
  • skipailh broadel tennañ Hungaria
  • skipailh broadel pistolenn Breizh-Veur
  • skipailh broadel biathlon Suis
  • kevredad broadel tennañ Suis
  • kevredad broadel tennañ Alamagn

Daveeennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. 1,0 ha1,1 (fr) La marque RWS war lec'hienn an embregerezh (lennet d'an 31/12/2023)
  2. (en) Pajenn ar strollad RWS GmbH (lennet d'an 31/12/2023)
  3. (fr) Hervez al levrig-bruderezh Brochure sur les munitions de tireurs (lennet d'an 12/04/2024)
  4. (fr)Wall of fame war lec'hienn ar merk (lennet d'an 31/12/2023)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan