Putsch Kapp

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Brigadenn Erhardt o tegouezhout e Berlin

Putsch Kapp pe putsch Kapp–Lüttwitz a voe ur putsch c'hwitet a c'hoarvezas etre an 13 hag ar 17 a viz Meurzh 1920 e Berlin, en Alamagn. Kaset e voe gant ur brigadenn en he fenn Wolfgang Kapp (1858–1922). Kapp a oa bet e-touez krouerien Strollad alaman ar vammvro e 1917, asambles gant Alfred von Tirpitz hag ar jeneral Walter von Lüttwitz. Unan eus ar pennadoù reuz niverus a voe da vare Republik Weimar e voe.

E 1919 e voe krouet brigadenn Ehrhardt. Ur strollad eneprepublikan e oa, hag a en dije gellet lakaat Republik Weimar en arvar. Goulenn a reas ar gevredidi ma vefe divodet ar vrigadenn, ar pezh a voe asantet gant gouarnamant ar Reich e miz Meurzh 1920.

D'an 13 a viz Meurzh 1920 e valeas ur vrigadenn enni 6 000 den war-zu Berlin. Kapp eo a oa e penn ar vrigadenn, ha fellout a rae dezhañ ma cheñchefe ali ar gouarnamant. Nac'h a reas ar soudarded tennañ war an emsaverien (« Ne dennket soudarded ar Reichswehr war ar Reichswehr »), ha rankout a reas izili ar gouarnamant mont da repuiñ da Stuttgart.

Izili brigadenn Ehrhardt
Manifestadeg a-enep ar putsch

Gant Kapp e voe aozet ur gouarnamamnt da c'hortoz. Met un harz-labour hollek pevar devezh-pad a voe aozet gant izili KPD, re SPD, re USPD hag ar sindikadoù. Stanket e voe an armerzh ha nac'h a reas ar Reichsbank kenderc'hel da arc'hantaouiñ ar vrigadenn.

D'ar 17 a viz Meurzh e rankas Kapp tec'hout war-du Sveden. Distreiñ a reas da Alamagn goude-se ha harzet e voe. Mervel a reas e 1922, a-raok ma vefe aozet e brosez.

Liammoù diavaez[kemmañ]


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar, ar sanailh ma vez klenket dafar ar Wikipedia.


Flag of Germany.svg Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn.