Priz al lizhiri nederlandek

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Priz al lizhiri nederlandek (nederlandeg : Prijs der Nederlandse Letteren) eo ar priz lennegezh brudetañ a vez roet en Izelvroioù hag e Kumuniezh flandrezek Belgia. Abaoe 1956 e voe roet bep tri bloaz en anv Nederlandse Taalunie (Unvaniezh an nederlandeg). A bep eil e vez roet gant ar roue pe ar rouanez, en Izelvroioù pe e Belgia. Abaoe 2005 e c'hall skrivagnerien Surinam gounit ivez. Er juri e kaver tri Nederlandad, tri Belgiad hag ur Surinamad. Bewech ez eo aet ar priz gant un Nederlandad abaoe 2001.


E 2007 e voe gounezet ar priz gant Jeroen Brouwers. E zegemer a reas met pa ouezas e tapfe 16 000€ e nac'has anezhañ, rak re izel e kave ar sammad. Abaoe 2009 ez eo 40 000€ a roer d'an hini a dap kaout ar priz.

Loreidi[kemmañ]

Liamm diavaez[kemmañ]


Flag of the Netherlands.svg Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù.