Power Trio

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png
Un tamm kempenn zo ezhomm d'ober d'ar pennad-mañ
 

Power trio a zo ur seurt strollad rock'n'roll poblekaet er bloavezhioù 1960.

Power trio a zo graet gant un tarlasker (soner gitar), un iz-tarlasker (soner iz-gitar) hag un tabouliner, unan pe meur eus ar re-se o kanañ (m'az eus eus ur c'han evel-just). Al labour tarlasker luskel ha/pe an hini soner piano, hag a veze kavet alies er rock, a zo laosket a gostez, ar strolladoù krouet e-mod-se oc'h adkav neuze stumm kent strolladoù blues ar bloavezhioù 1950. Donedigezh Power trio a zo bet posubl, evit ul lodenn, a-drugarez da ziorroadur teknologel ar c'hitarioù tredanel hag an amplaaterioù, hag he deus lakaet da vezañ posubl d'ar c'hitarioù produiñ kalz muioc'h a son ha neuze gellout asuriñ he-unan al lodenn tonel er strolladoù o senniñ sonnerezh a-seurt gant rock, funk, pe all...

Cream ha The Jimi Experience a zo skwerioù mat eus power trio-où, memes ma n'eo ket bet sellet outo evit gwir evel-se d'ar poent. Ar power trio a zo ivez ur bagad hag a zo fraezh a-walc'h evit senniñ war ar prim.