Porsal
Neuz
Ur gêriadenn eus arvor Penn-ar-Bed Breizh eo Porsal. Ul lodenn eus kumun Gwitalmeze eo.
Kroget e oa bet gant un argerzh evit distagañ Porsal diouzh Gwitalmeze, diwar goulenn ar gevredigezh "Une commune à Portsall"[1],[2], met nac'het e oa bet gant ar prefed, met ar justis he doa roet da c'houzout e oa aet ar prefed re bell ganti[3]. Nac'h a reas ur wech c'hoazh er bloaz war-lerc'h, d'an 10 a viz Mezheven[4]. hag abaoe n'eo ket aet an traoù war-raok.
Monumantoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Enez Karn (mare Nevezoadvezh ar Maen).
- Taol-vaen ar Gilligi (mare Nevezoadvezh ar Maen), war uhelderioù Porsal, war roc'h ar Gilligi a-us d'ar porzh er Su.
- Kroaz ar Gilligi (Krennamzer). Edo ar groaz-se e-kichen chapel Sant-Usven, er vered betek 1895.
- Eor bras-tre (20,5 tonenn) an eoullestr ramzel Amoco Cadiz aet d'ar strad e 1978, lec'hiet eo war ar porzh.
Darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- D'ar 16 a viz Meurzh 1978 ez eas d'ar strad ar vag Amoco Cadiz e-tal da Borsal.
Pennad kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liamm diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |