Poltred Madame X
Poltred Madame X, pe Portrait of Madame X e saozneg, pe Madame X hep mui, a reer eus ur poltred livet e 1884 gant al livour stadunanat John Singer Sargent (1856-1925) eus ar vondianez Virginie Amélie Avegno Gautreau (1859-1915), Stadunanadez ivez, hogen eus Louiziana, hag a oa pried ar banker gall Pierre Gautreau. Madame X a voe livet gant Sargent war e c'houlenn.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brudet e oa kened Virginie Amélie Avegno Gautreau e kevredigezh uhel Pariz, ha ken brudet all kerniel he gwaz dogan.
An daolenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Sargent a ziskouez ur vaouez yaouank en ur sae satin du, dispak he divskoaz, he div vrec'h hag he brusk, gwenn evel an erc'h.
Liammoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- (en) "Sargent's Portraits", pennad ma reer meneg eus ar reuz a voe da-heul Portrait of Madame X ma weler ur grubuilh dispak.