Krubuilh dispak
Dispak e vez ar grubuilh pa ne vez ket gwisket ar bruched. Peurvuiañ e komzer neuze eus dilhad ar merc'hed a lez dizolo ul lodenn eus o bruched, etre o gouzoug ha krec'h o divvronn, pe izeloc'h. Kement-se a vez graet dre wiskañ dilhad troc'het diouzh se. Darn ne wiskont ket diaraog ar bruched, darn all a zispak divskoaz, divvrec'h ha divvronn, dre ar c'hostez.
Peurvuiañ e vez dispak ar bruchedoù merc'hed evit sachañ selloù ar baotred, pe re ar merc'hed, goude ma vez lavaret a-wechoù n'eo nemet koantaat . Koulskoude e soñj da lod eo ivez evit mont da-heul ar c'hiz, pa vez ar c'hiz.
Taolenn |
Istor [kemmañ]
A-hed an istor ez eus bet gwelet dispakañ ar grubuilh da sachañ selloù ar wazed, evel a weler en taolennoù. Livourien zo, evel Pierre Mignard er XVIIvet kantved e Bro-C'hall a reas poltredoù niverus eus merc'hed a renk uhel dispak o c'hrubuilh, pezh a veze kavet dereatoc'h eget livañ merc'hed a renk izeloc'h en o noazh, evel a rae François Boucher er c'hantved war-lerc'h.
Hoalañ ar wazed eta a glask ar merc'hed obero tispakañ o c'hrubuilh. Evit-se e vez dizoloet nec'h ar bruched, a-wechoù betek an divskoaz, ha gwelet an divvronn a ziwar-benn nemetken: kuzhet e vez al lodenn izelañ, ha beg ar vronn ivez, dindan ar peurrest eus an hiviz pe eus ar sae. Tud zo a lavar evez kreñvoc'h an hoalerezh pa vez paket ar grubuilh gant ur pezh dilhad tost-tost ouzh ar c'horf, ha pa weler stumm ar grubuilh a dreuz dezhañ.
Ar faout [kemmañ]
Hervez ment an divvronn, ha penaos e vezont gwisket ha stardet, e vez ant pe faout etrezo.
Psikologourion zo o deus bet skrivet e vez divvronn bras gant an dud (merc'hed) dalc'hmat, e-skoaz al loened all (marmouzien) ha n'o devez nemet pa vez koulz ar viañ, ha diwar-se e c'hallont "sachañ evezh ar gour ha pa ne vezont ket frouezhus"[1].
Hervez tud all, evel al loenoniour saoz Desmond Morris, e ranker gwelout er faout etre an div vronn un adskeudenn eus ar faout etre an div feskenn[2]. Kement-se, eme Morris e-barzh The Naked Ape ne vez graet nemet gant an dud, ar marmouzien all o deus feskennoù platoc'h.
Kaoz ha rendael [kemmañ]
Soñjoù a bep seurt zo e-touez an dud da c'houzout pegement a zispak a c'haller ober d'ur grubuilh dirak an holl.[3] Da vare ar Sklerijenn C'hall e oa kaoz diwar-benn divvronn ar maouezed a oa pe un hoal dreist-holl, pe un dra naturel a oa da rannañ etre mamm ha bugel hepken. Er pezh-c'hoari La Vraie Mère, gant Alexandre-Guillaume de Moissy, e weler ar wreg o tamall d'he gwaz ober ganti evel un dra da zegas c'hoant ha sellout ouzh he brennid : "Are your senses so gross as to look on these breasts - the respectable treasures of nature - as merely an embellishment, destined to ornament the chest of women?"[4]
Devezh ar Grubuilh Dispak [kemmañ]
E Suafrika, da Wener kentañ pep miz Ebrel, ez eus un Devezh ar Grubuilh Dispak, paeroniet gant Wonderbra[5].
Liammoù [kemmañ]
- "Sargent's Portraits", an article including a mention of the scandal caused by the portrayal of cleavage in John Singer Sargent's "Portrait of Madame X".
- "Why Yes, I Was Staring at Your Breasts" A retrospective look at why women choose to display breast cleavage.
Notennoù [kemmañ]
- ↑ Charles B. Crawford and Dennis Krebs (eds.), "How Mate Choice Shaped Human Nature", Handbook of Evolutionary Psychology: Ideas, Issues, and Applications, Lawrence Erlbaum Associates (1998).
- ↑ Desmond Morris, Manwatching. A Field Guide to Human Behavior.. New York: Harry N. Abrams, Inc., 1977. ISBN 0-8109-1310-0
- ↑ Karen Salmansohn, "The Power of Cleavage", The Huffington Post, October 29, 2007. [1]
- ↑ Simon Schama, Citizens. A Chronicle of the French Revolution, p. 147. New York: Alfred A. Knopf, Inc., 1989. ISBN 0-394-55948-7
- ↑ National Cleavage Day - Wonderbra Wonderbra o vrudañ devezh ar c'hrubuilhoù dispak
Lennadurezh [kemmañ]
- Alison Gernsheim, Victorian and Edwardian Fashion. A Photographic Survey. Mineola, N.Y.: Dover Publications, Inc., 1981. Reprint of 1963 edition. ISBN 0-486-24205-6
- Desmond Morris, Manwatching. A Field Guide to Human Behavior. New York: Harry N. Abrams, Inc., 1977. ISBN 0-8109-1310-0
- Desmond Morris, The Naked Woman. A Study of the Female Body. New York: Thomas Dunne Books, 2004. ISBN 0-312-33853-8
Skeudennoù [kemmañ]
Livadurioù [kemmañ]
-
Poltred ur vaouez yaouank, gant Lucas Cranach
-
Mary Boleyn, 16 vloaz (XVIvet kantved).
-
Poltred Agnese, keniterv d'al livour. Bernardo Licinio.
-
Barbara Villiers (17 vloaz), gant Peter Lely (1618 - 1680)
-
Poltred Anne Villiers, Kontez Morton.
-
Poltred un itron, gant Diego Velázquez, war-dro 1640
-
Ar rouanez c'hall Marie-Antoinette (1755-1793)
-
Marie-Antoinette, war-dro 1775
-
Charlotta Eckerman (1759- Stockholm 1790)
-
Emboltred gant div ziskiblez, gant al livourez c'hall Adélaïde Labille-Guiard
-
Sarah Bernhardt, poltredet gant Giovanni Boldini e 1880
-
Poltred ur vaouez, gant Jules Joseph Lefebvre.
-
Bar aux Folies-Bergères, gant Édouard Manet.
-
Madame X (Madame Pierre Gautreau), gant John Singer Sargent, 1884, Metropolitan Museum of Art, Manhattan.
Luc'hskeudennoù (XXvet ha XXIañ kantved) [kemmañ]
-
Marilyn Monroe e-barzh Some Like it Hot
-
Sae gwisket gant Aria Giovanni
-
Madonna, 21 bloaz.