Polabeg

Eus Wikipedia
Polabeg
(Wenska rec)
Marv
Perzhioù
Komzet e : Alamagn
Rannved : Drawehn, Sachsen-Anhalt, Mecklenburg-Vorpommern, norzh Brandenburg
Komzet gant : aet da get e 1756
Familh-yezh : Indezeuropeg
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : -
Akademiezh : hini ebet
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 hini ebet
ISO 639-2 sla
ISO 639-3
Kod SIL POX
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

Ar polabeg (polabeg: wenska rec) a zo ur yezh varv eus skourr yezhoù slavek ar c’hornôg. Komzet eo bet e biz Alamagn betek an XVIIIvet kantved. Nebeud a destennoù a zo bet miret, al lodenn vrasañ anezho dastumet gant daou eus ar bolabegerien diwezhañ, Johann Parum Schulze ha Christian Henning von Jessen.

Skouer (ar Pater Noster e polabeg)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Aita nos, tâ toi jis wâ nebesai, sjętü wordoj tüji jaimą; tüji rik komaj; tüja wüľa mo są ťüńot kok wâ nebesai tok no zemi; nosę wisedanesnę sťaibę doj nam dâns; a wütâdoj nam nose greche, kok moi wütâdojeme nosim gresnarem; ni bringoj nos wâ warsükongę; toi losoj nos wüt wisokag chaudag. Pritü tüje ją tü ťenądztwü un müc un câst, warchni Büzac, nekąda in nekędisa. Amen.

Leun-chouk a c'herioù izelalamanek eo ar bedenn-mañ:

  • wordoj < almg. werden ("bezañ", passivel)
  • rik < izalmg. rik / Reich ("riez") < hengelt. rixs
  • komaj < almg. kommen ("dont")
  • wül'a < almg. Wille ("youl">
  • bringoj < algm. bringen ("digas")
  • warsükongę < almg. Versuchung ("temptadur")
  • losoj < almg. erlösen ("dieubiñ")

Anat eo ez eo bet amprestet ar vogalennoù <ö> /œ/ hag <ü> /y/ digant an izelalamaneg.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.