Pirc'hirinded da Enez Kitera

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Pirc'hirinded da enez Kitera. 1718. Eoullivadur war lien, 1,29m x 1,94m.Mirdi al Louvre
Lestrañ war-du Kitera. 1718. Eoullivadur war lien,1,29m x 1,94m. Kastell Charlottenburg

Pirc'hirinded da enez Kitera a zo ul livadur diwar zorn al livour gall Antoine Watteau e 1718, ha kinniget gantañ evel taolenn da vezañ degemeret en Akademiezh livañ ha kizellañ ar roue. Degemeret e voe en Akademiezh, ha krouet e voe a-ratozh-kaer ar rummad festoù galanterezh. Al livadur a c'haller gwelout hiziv an deiz e mirdi al Louvre.

Un adskeudenn gwall zisheñvel a voe livet gant Watteau e 1718, anvet Lestrañ war-du Kitera. Perc'hennet e voe gant Frederig II Prusia. Hiziv an deiz ez eo diskouezet e kastell Charlottenburg e Berlin.

An dodenn[kemmañ]

En Henamzer e oa un templ da Afrodite en enez Kitera. Un arouez eus plijadurioù ar garantez e oa an enezenn.

Taolennadur[kemmañ]

  • Taolenn gentañ: Koubladoù o vont war-du ur vag, ma weler daou zen prest da vont kuit
  • Eil taolenn: Gwez bras
  • Taolenn ziwezhañ: Liv glas ar mor hag an oabl, ha liv roz menezioù pell a weler en tu-kleiz.

Meur a arouez mojennel a weler:

  • delwenn da Wener, doueez ar garantez
  • bugale da aroueziñ Eros, doue ar garantez
  • aros ar vag kinklet gant ur grogen
  • arouez Gwener

Kenaozañ[kemmañ]

Watteau a zo deuet a-benn da aozañ un daolenn gempouez dre an doare ma stalias an elfennoù a zo enni. An distabilded a zo kempouezet gant linennoù serzh ar gwez hag ahel an delwenn. Livet prim e seblant an daolenn bezañ : n'eus ket linennoù resis na bernioù, kentoc'h damdresoù. Livioù tomm (aour-roz) ha re yen (gwer ha glas) a gaver. Kontrastoù ha derezioù gouloù da aroueziñ bannoù an heol e fin an deiz.

Ster an oberenn[kemmañ]

Meur a arouez orgedus a c'haller gwelout  :

  • ar skavig dezhañ stumm ur gwele
  • Ar c'houbladoù o vriata a zo arouezius eus ar garantez : mont da Gitera a dalvez kement ha mont da enezenn ar plijadurioù hag ar garantez.

Ar c'hizeller Auguste Rodin a gave dezhañ e oa bet savet gant Watteau un arvest c'hoariva da ginnig tri ober kaset gant ar c'houbladoù  :

  • Kinnig hag aspedenn a-berzh ar paotr d'ar plac'h a zo en entremar hag a seblant diseblant
  • Asant ar garedig kendrec'het
  • Ar c'houblad oc'h en em reiñ

Kevrinus eo aergelc'h an daolenn:

  • Ne weler enezenn ebet...
  • Ar gouloù hag an damsklêrijenn a zo arouezius eus fin a devezh : ne ouezer ket ha kroget eo ar birc'hirinded pe get. Kuzhet eo ivez sklaerder an nevezamzer, arouez ar garantez
  • Displann eo doare ar c'houbladoù a-zehou : etre dale, karantez, entremar ha displedoni emaint

Arouezioù[kemmañ]

Pa seller ouzh an daolenn ne c'haller ket gouzout hag-eñ emañ an dud o paouez en em gavout war an enezenn, pe hag-eñ emaint o vont da da guitaat anezhi.

Arouezioù hoalerezh ar garantez eo an tri c'houblad a weler en dalenn gentañ. A-zehou da gleiz :

  • ar meuleudi seven : ur paotr yaouank a sach war sae ar plac'h yaouank, evel ma kemennfe dezhi ez eo krog an holaerezh.
  • ar bedadenn da zañsal : war e sav emañ ar galant, tapout a ra daouarn ar plac'h, hag e kinnig dezhi sevel.
  • ar briata : daoust d'ar plac'h sellout en a-dreñv (keuz eus an enezenn pe keuz eus he dibreder a-raok an emouestlañ er garantez?). Ur c'hi a zo gant ar c'houblad : a-wechoù e lavarer ez eo un arouez orgedus, pe un arouez eus ar fealded.

Ne c'haller ket dielfennañ an daolenn en un doare kefredel : barzhoniezh eo, traken. Ur barzh hag un huñvreer e oa Watteau. Ne ziskouez tamm enebiezh etre ar renkadoù a weler : brientien ha tud ar bobl a gaver mesk-ha-mesk. Heñvel ouzh bed ar c'hoariva eo an daolenn, hag awenet eo gant commedia dell'arte.

A-wechoù e vez lavaret e talvez kuitaat Kitera kement ha dilezel plijadurioù an hoalerezh ha degemer re ar garantez-korf, evel tremen eus un huñvre d'ar gwirvoud.

Liammoù diavaez[kemmañ]