Pindos

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Pindos

Ar menezioù Pindos (Πίνδος e gresianeg, Pindus e latin) zo menezioù e hanternoz Gres en em astenn eus harzoù gevred Albania ha mervent Makedonia war-zu ar c'hreisteiz. Gant an aradennad menezioù-se e vez dispartiet an doureier a red war-zu ar Mor Ionian hag ar re en em daol e Mor Egea. Ar menez Smólikas eo ar pikern uhelañ (2 637 metr).