Pierre Guillemot

Eus Wikipedia
Pierre Guillemot, taolenn 1905 gant Théophile Jean Marie Busnel

Pierre Guillemot, lesanvet Roue Begnen, ganet d'ar 1añ a viz Du 1759 e Kerdel, e Begnen, hag aet da Anaon d'ar 5 a viz Genver 1805 e Gwened, a oa ur penn brezel chouan a stourmas ouzh an armeoù republikan en darn eus ar Morbihan etre ar bloavezhioù II ha VIII (1794 betek 1800). Tad Julien Guillemot eo. Evel un toullad pennoù chouan all e oa bet ezel eus an Association bretonne renet gant Armand Tuffin de La Rouërie.

Taolenn Pierre Guillemot, implijet gant an archerien evit klask war e lerc'h