Peter Fechter

Eus Wikipedia
Poltred Peter Fechter e-tro 1961.

Peter Fechter (ganet d'ar 14 a viz Genver 1944 e Berlin ha muntret d'ar 17 a viz Eost 1962) a oa ur mañsoner alaman. Ar 27vet den eo o vezañ bet lazhet pa oa o klask treuziñ Moger Berlin hep aotre. Fechter a oa 18 vloaz pa voe tennet warnañ gant ur gward eus Alamagn ar reter. Brudet eo dre ma'z eo chomet en e dremenvan e-pad un eur dirak kantadoù a arvesterien, en o zouez kazetennerien, hep kaout sikour ebet digant medisin ebet.

Lec'h koun a embann "... c'hoant en doa da gaout frankiz nemetken."