Perses mab Helios

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Perses a oa mab da Helios, an Heol, ha d'an Okeanidenn Perse. Roue Taoris e oa, ha brezel a rae d' e vreur Aietes, roue Kolc'his.

Pa eas kuit an Argonaoted eus bro e vreur e aloubas e vro. Met pa zistroas Medea, merc'h Aietes, a oa aet da-heul Jason, e lazhas Perses hag ec'h adlakaas he zad da roue.

Lavaret e veze e oa tad an doueez Hekate, met peurvuiañ e vez lavaret e oa an Titan Perses an hini e oa.