Pempad piano

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ur pempad piano : div violin, ur violin alto, ur violoñsel hag ur piano

Ur pempad piano zo ur strollad sonerezh kambr a c'hoarvez eus ur piano ha pevar benveg all, pe ur pezh sonerezh savet evit un hevelep strollad.

Peurvuiañ ez eus ur piano, div violin, ur violin alto, hag ur violoñsel, eleze ur piano gant ur pevarad kerdin. Dre m'eo ar pemp benveg-se a gaver peurliasañ e sonerezh klasel e lavarer pempad piano hep resisaat pelloc'h pa veneger ar strollad-se. Met savet ez eus bet pezhioù sonerezh evit pempadoù piano, enno ur piano ha binvioù dre c'hwezh.