Pedofiliezh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Implijet e evz an termen pedofiliezh (diwar ar gresianeg παιδί, "child" + -φιλια "karantez"), pe maboriadezh, evit ober dave da tud en o oad hag en em sant sachet ez-karantezel ha/pe ez-reizhel war-du bugale, da lâret eo tud n'eo ket bet tizhet anr gaezouregezh gante c'hoazh.

Krouet e oa bet an termen paedophilia erotica e 1886 gant ar psikiatrour eus Viena Richard von Krafft-Ebing pa embannas e oberenn Psychopathia Sexualis.

Diaes eo lakaat ur vevenn sklaer etre oadourion/ezed, krennarded/ezed ha bugale ha kemmañ a ra al lezennoù er c'heñver-mañ a vro da vro evit ar pezh a sell ouzh an darempredoù reizhel, met gant Aozadur Hollvedel ar Yec'hed e vez lakaet marevezh ar grennardezh etre 10 ha 19 vloaz, hag aliesik a-walc'h e vez komzet ivez eus 13-18 vloaz. Un den dindan an oadvezh-se a vefe lakaet da vugel (pe rakkrennard pa tostae ouzh an 18-19 vloaz) ha lakaet da oadour pa vez ouzhpenn 18-19 vloaz.

Un torfed eo kaout darempredoù reizhel etre tud deuet ha bugale (en o zouez ivez krennarded/ezed hervez ar vro) en darn vrasañ eus broioù ar bed, daoust ha ma c'hell kemmañ a vro da vro an oad resis hervez lezennoù.

Gwelet ivez[kemmañ]

Lgbt fiñv.gif Porched ar revelezh denel (LGBT) – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar revelezh.