Patrom:Porched ar bed sinaat/Pennad ar sizhun

Eus Wikipedia


Zheng He

Zheng He a voe ur moraer barrek hag un ergerzher sinaat a veajas kalz etre 1405 ha 1433. "Ma Sanbao" (馬 三保) e oa e anv kentañ. Muzulman e oa, eus ar boblad Hui ha genidik e oa eus proviñs Yunnan. Pa voe aloubet Yunnan gant armeoù an impalaerien Ming e voe prizoniet Ma Sanbao. Spazhet e voe ha dont da vezañ un tizog e servij an impalaer Yongle. Ergerzhet e voe morioù kornôg Sina gantañ eus Sumatra hag India betek Persia hag Arabia.