Pasteurekaat

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ar pasteurekaat zo un doare da virout ar boued ijinet gant Louis Pasteur e 1856. Tommañ a reer ur meuz betek ur gwrezverk divizet en a-raok e-pad ur prantad amzer termenet kent e yenaat trumm. Ar gwrezverkoù implijet evit pasteurekaat boued a ya eus 65 °C ha 100 °C ha muioc'h a-wezhioù zoken. En deroù e veze graet gant an ijinadenn-se gant Louis Pasteur evit distrujañ ar bakteri a oa er gwin.

Er pasteurekaat, n'eo ket ar gwrezverk a lazh ar bakteri (memes ma varv ul lodenn anezhe a-raok ma vefe tizhet ar gwrezverk brasañ) met ar fed da yenaat trumm ar boued e diwezh ar basteurekadenn. Abalamour da cheñchamant trumm ar gwrezverk, ar bakteri a c'hall degas kleñvedoù, hag ar re zo pennkaoz d'ar meuzioù da vont da fall, zo distrujet. Digreskiñ a ra ar pasteurekaat an niver a gorrorganegi en un doare sklaer en aozadenn pasteurekaet, met organegoù dañjerus evel ar sporennoù a chom bev.

Ur wezh lazhet ar bakteri a c'hall degas kleñvedom gant ar pasteurekadenn ez eo a-bouez derc'hel ar boued pasteurekaet er yenijenn kuit ma paotfe ar bakteri n'int ket bet lazhet.


Er c'hontrol eus ar poazhañ, ar gwrezverkoù izel a-walc'h implijet evit pasteurekaat boued a ro tu da zerc'hel digemm blas ar boued. Disheñvel eo ar pasteurekaat boued diouzh an teknik implijet evit fardañ Laezh UHT e lec'h ma ne vez distrujet ar c'horrorganegi nemet gant ar wrez.

Implijet e vez ar pasteurekaat evit :

  • ma ne vo ket a gorrorganegi dañjerus er boued,
  • hiraat prantad implij ar boued,
  • mirout perzhioù organoleptek ar meuzioù.

Hiziv an deiz e vez implijet an doare ober se evit meur a seurt boued :

  • bier,
  • chug frouezh,
  • laezh,
  • vioù tanav,
  • mel,
  • sistr,
  • koñfitur,
  • kaot frouezh,
  • frouezh dre siros,
  • Chaous tomatez bec'hiet



Doareoù all[kemmañ]

Graet e vez « pasteurekaat yen » eus an teknikoù mirerezh boued da-heul :

  • dasskinadur derc'hanel
  • Mirerezh gant gwaskoù uhel
  • Mirerezh gant gant parkeier tredan poulzet