Partit de la Nacion Occitana

Eus Wikipedia
Banniel ar Partit de la Nacion Occitana

Ar Partit de la Nacion Occitana ("Strollad ar Vroad Okitan") (PNO) zo ur strollad politikel okitan, savet e Nisa e 1959 gant Francès Fontan (1929-1979), awenet gant FLN Aljeria.

An hini kentañ eo eus ar strolladoù politikel a zo bet savet e framm Okitania, soñjet evel ur vro diouti hec'h-unan. Savet e voe evel ur gostezenn a-du gant dizalc'hidigezh ar vro, levezonet gant meur a luskad politikel, eus ar varksouriezh betek an anarkouriezh. Ur strollad bihan eo chomet atav ha n'eo ket gwall anavezet gant an dud dre vras en Okitania ; met un tamm levezon en deus bet war an emsaverien okitan memes tra.

Ur gelaouenn divyezhek a vez embannet gant ar PNO, Lo Lugarn, krouet e 1971. Betek 2004 e oa anavezet ar gostezenn gant an anv Partit Nacionalista Occitan (PNO ivez).

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]