Parrez (relijion)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Traffic cone.png
Un tamm kempenn zo ezhomm d'ober d'ar pennad-mañ
 
  • Ur pennad parrez zo ivez, diwar-benn sterioù all ar ger.

Ur barrez (pe parrouz e Treger) a zo, er broioù kristen, ur gumuniezh tud war un dachenn douar bodet en-dro d'un iliz, a zo kreiz ar vuhez relijiel, renet gant ur beleg anvet person.

Istor[kemmañ]

Da gentañ e oa ur gumuniezh kristenien hepken.

Rann diazez an Ilizoù kristen eo ar barrez (liester : parrezioù). Savet diwar ar ger gresianek kozh parrochia eo bet pa oa gresianeger darn-vuiann ar gristenien e derou an Iliz kristen kentañ e kantvedoù kentañ an hoalad kristen (Iañ ha IIvet kantved). Chomet eo rann diazez an Iliz katolik betek ar blavezioù 1980. Chom a ra hini an ilizoù protestant er bed a-bezh.
E meur a vro eo chomet ar ger parrez (parish e saozneg ha paroisse e galleg ar C'hebek evit ar rann melestradurel diazez er maezioù ha n'eo ket mui ur rann relijiel.

Ar barrez katolik e Breizh[kemmañ]

Ur framm evit ar vuhez kevredigezhel eo chomet ar barrez e maezioù Breizh ken eo bet implijet ar ger parrez evit ar gumun er-maez eus ar gerioù (ma oa meur a barrez enno). Hiziv e vez graet muioc'h-muiañ gant ar ger kumun, nemet gant brezhonegerien ar bobl.
Hiziv a vez bodet ar parrezioù evit sevel ar bodad parrezioù (groupement paroissial e galleg).
Ma oa belein ar barrez mistri war ar vuhez relijiel, strollel ha personel e veze e pep parrez kuzul ar fablig evit merañ savadurioù ha douaroù ar barrez. Ar fabligien pe ar flabiked (fabriciens e galleg) a veze graet eus ar guzulierien. Ar fabrik a oa e garg pennañ dastum arc'hant evit ma vo savet ha kempennet an iliz-parrez hag ar chapelioù. Alies e veze kuzulioù ar fabrik evit pep a chapel trev.
Kontaouer ar fablig a oa ar prokulor (fablig) e anv (marguillier e galleg).