Par un soir de printemps

Eus Wikipedia

Par un soir de printemps zo un danevell gant Guy de Maupassant, embannet en 1881.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kentañ ma voe embannet Par un soir de printemps a oa e Le Gaulois ar 7 a viz Mae 1881. Ne voe adembannet nemet goude marv ar skrivagner, en dastumad dalif Le Père Milon en 1899.

An danevell[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emañ Jeanne o vont da eurediñ he c'henderv Jacques. Aozet eo an eured gant o mammoù, a zo div c'hoar. A-viskoazh emañ an daou vugel o chom er memes ti, savet int bet a-gevret.

En ti ez eus ur c'hoar all o chom, Tintin Lison, kozh plac'h yaouank, didrouz, peuzdianav, a chom a-hed an deiz en he c'hambr.