Plombières-les-Bains
Eus Wikipedia
Plombières-les-Bains zo ur gumun c'hall, eus departamant ar Vosges, e rannvro Loren.
Brudet eo ar gêrig dre ma oa bet un emgav kuzh eno, d'an 21 a viz Gouere 1858, etre Napoleon III ha Camillo Benso di Cavour, kentañ ministr Piemont. E-pad an emgav-se e voe graet emglev etrezo : mont a rafe armeoù Napoleon III da harpañ Piemont ma vije brezel etre ar rouantelezh-se hag Impalaeriezh Aostria, hag en eskemm e vije roet kontelezh Nisa ha Savoia da Vro-C'hall. E 1859 e tarzhas ar brezel hag e 1860 e voe roet douaroù Nisa ha Savoia da Vro-C'hall.