Paper-revr
Eus Wikipedia
Ar paper-revr zo paper a zo graet evit naetaat ar revr goude kac'hat.
13 kg a baper-revr ac'h afe gant pep hini en Europa bep bloaz. 270 000 gwezenn ac'h a bemdez e-barzh ar seurt paper war-zigarez degas naetadurezh d'al lodennig-se eus ar c'horf. Kavout a ra da lod e c'hallfed ober gant paper adimplijet e-lec'h diskar gwez. Ne vo adimplijet ar paper nemet ur wech avat.