Owen Morgan Edwards

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Delwennoù eus Owen Morgan Edwards hag e vab Ifan, e Llanuwchllyn.

Owen Morgan Edwards (26 a viz Kerzu 185815 a viz Mae 1920) a oa un istorour hag ur skrivagner eus Kembre, anavezet evel O. M. Edwards.

Ganet e oa bet Owen Edwards e Llanuwchllyn, e Sir Feirionnydd. E-kreiz an XIXvet kantved e veze komzet kembraeg gant an holl eno, met er skol e veze graet gant ar Welsh Not da lakaat ar vugale da saoznegañ. Kontet en deus Owen Edwards en e eñvorennoù ("Clych Adgof", embannet e 1906), e veze lakaet ar Welsh Not en e gerc'henn alies, dre ma komze kembraeg.

Goude studioù e skol-veur Aberystwyth, ez eas Owen Edwards da studiañ prederouriezh da skol-veur Glasc'ho, e Bro-Skos, ha goude se d'ar Balliol College, unan eus skolajoù Oxford, etre 1884 ha 1887. Eno e tarempredas studierien all eus Kembre, e-barzh ar gevredigezh "Dafydd ap Gwilym Society". Goude ur bloavezh e Bro-C'hall e voe anvet da gelenn istor el Lincoln College, en Oxford. Chom a reas eno betek 1907.

Er bloavezh-se e voe anvet da Enseller uhelañ ar skolioù evit Kembre. Diouzhtu e strivas evit ma vefe kelennet kembraeg e skolioù ar vro. Skrivañ kalz a rae ivez. Sevel a reas ar c'helaouennoù Cymru e 1891 ha Cymru'r Plant, evit ar vugale, e 1892, evit lakaat an dud da gaout dudi gant danvez Kembre, gant yezh hag istor ar vro. Skrivañ a reas meur a levr diwar-benn istor Kembre hag embann a reas oberennoù savet gant tud all, en un dastumad anvet Cyfres y Fil.

Dilennet e voe Owen Edwards da gannad frankizour evit Sir Feirionnydd, goude marv ar c'hannad kozh T. E. Ellis e miz Ebrel 1899. Ne blije ket ar vuhez kannad dezhañ hag e 1900 ne glaskas ket bezañ dilennet en-dro. Anvet e voe da varc'heg e 1916, evit enoriñ e labour. Mervel a reas Owen Edwards e Llanuwchllyn e 1920. Gant e eil mab, Ifan ab Owen Edwards, e voe krouet Urdd Gobaith Cymru, un aozadur evit ar gembraegerien yaouank, hag e vab-bihan Owen Edwards e voe rener kentañ ar chadenn skinwel S4C.

Liamm diavaez[kemmañ]