Ottavio Farnese (1598-1643)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ottavio Farnese (Parma, 1598-1643 Parma) a oa mab bastard da Ranuccio Iañ Farnese ( 1569-1622) dug Parma ha Piacenza ha d'e serc'h Briseide Ceretoli, merc'h d'ur c'horonal, Ottavio Ceretoli e anv . Ur c'hoar vastard en doa ivez, Isabella[1].

Daou vloaz goude e c'hanedigezh, en 1600, e timezas Ranuccio da Margherita Aldobrandini, merc'h-vihan d'ar pab Klemañs VIII. Da gentañ ne voe bugel ebet, sede ma kavas furoc'h Ranuccio anavezout Ottavio e 1605 evel pennhêr dezhañ ha danvez-dug[2].

Adalek 1607 betek 1620 e voe Ottavio aotrou Borgo San Donnino, Fiorenzuola, Val di Nure, Leonessa, Cittaducale, Montereale, Penne, Campli, Ortona, Altamura, Castellamare ha Roccaguglielma.[3]

E 1610 e c'hanas gwreg Ranuccio ur mab, Alessandro, a oa bouzar ha ne c'halle ket ren. E 1612 e c'hanas ur mab all Odoardo, ha goude div verc'h hag ur mab c'hoazh. Goude dek vloaz a briedelezh en devoa Ranuccio bugale hervez al lezenn, setu ma anavezas Odoardo neuze evel pennhêr e-lec'h Ottavio[4]. Kement-se a lakaas droug da sevel en Ottavio.

War-dro 1620 e timezas Ottavio, marteze da Sofronia Sanvitale, merc'h da Girolamo, markiz Sala ha Colorno.[5]

Ottavio, droug ennañ dre ma oa bet dibennet, a aozas un irienn a-enep e dad, hogen c'hwitet e voe. Tapet e voe, tennet e vadoù digantañ, ha bac'het gant e dad e 1621 en Parma[6].

Mervel a reas goude tremen ur bloaz warn-ugent er vac'h, marteze diwar ar vosenn.

Notennoù[kemmañ]

  1. http://www.genealogy.euweb.cz/italy/farnese2.html
  2. http://www.arcobaleno.net/personaggi/farnese2.htm
  3. http://www.genealogy.euweb.cz/italy/farnese2.html
  4. http://www.arcobaleno.net/personaggi/farnese2.htm
  5. http://www.genealogy.euweb.cz/italy/farnese2.html
  6. http://www.genealogy.euweb.cz/italy/farnese2.html