Ranuccio Iañ Farnese

Eus Wikipedia
Ur pennad Ranuccio Farnese zo ivez.
Ranuccio Iañ Farnese

Ranuccio Iañ Farnese, ganet e Parma d'an 29 a viz Meurzh 1569, marvet d'ar 5 a viz Meurzh 1622 e Parma, a oa dug Parma ha Piacenza adalek 1592 betek e varv.

Mab e oa da Alessandro Farnese (1545-1592), condottiero illur, ha d'e bried Maria Portugal. Brudet e voe dre e grizded, evel e hendad Pietro Luigi Farnese. Lakaat a reas sevel ar c'hoariva Farnese, gant Giovan Battista Aleotti, diwar patrom ar c'hoarivaoù roman, hag ar Palazzo della Pilotta.

Iriennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'ar 7 a viz Mae 1599, goude tapet e 30 vloaz ha bet serc'hed e-leizh, e timezas Ranuccio da Margherita Aldobrandini, 11 vloaz, nizez d'ar pab Klemañs VIII. Dre ma ne c'hane e wreg bugel ebet e kavas d'ar gwaz e oa sorset. Enklask a reas an dug, ha diskred en doe ouzh ur serc'h kozh, Claudia Colla[1] hag ouzh he mamm. Barnet e voe an div vaouez e 1611 ha kondaonet d'ar marv.
En 1605 ec'h anavezas e vastard Ottavio, ganet en 1598 gant unan eus he serc'hed, Briseide Ceretoli[2].

En 1606 ec'h embannas Ranuccio ne oa nemetañ a c'halle chaseal e korniadoù zo ma veze a noblañsed o chaseal a-raok. Kement-se a zisplijas dezho evel-just, enebiezh a voe, kriz e voe dial an dug, ouzh markizez Colorno, Barbara Sanseverino, bet serc'h d'e dad-kozh Ottavio Farnese dreist-holl.

En 1610 e c'hanas Margherita ur mab, Alessandro, mut ha bouzar.

E deroù 1611 e voe harzet Alfonso Sanvitale, kont Fontanellato, lazhet gantañ e wreg. Garwasket e voe unan eus e soudarded, ar c'habiten Onofrio Martani, hag a ziskulias e oad o steuiñ un irienn a-enep an dug. Harzet e voe kerent d'ar c'hont, hag un toullad noblañsed evel ar c'hont Orazio Simonetta hag e bried Barbara Sanseverino, Pio Torelli, kont Montechiarugolo, Gianfrancesco Sanvitale, Girolamo Sanvitale, Giambatista Masi ha kalz a re all. Holl e voent jahinet, hag anzav a rejont bezañ aozet muntrañ an dug hag e diegezh-holl e-pad un oferenn. Krediñ a reer e oa ijinet an irienn abalamour da Ranuccio da deurel e grabanoù war zouaroù an noblañsed tamallet.

D'ar 4 a viz Mae 1612 ec'h embannas ar barner Filiberto Piosasco kondaonidigezh an holl dudjentiled, tamallet dezho bezañ graet un torfed a-enep meurdez an dug: diberc'hennet e oant diouzh o madoù, dibennet e oant da vezañ ha dibezhiet o c'horfoù. A-du gant an dibennañ ez eas an dug, a-enep ar boufonerezh avat. Lakaet e voent holl d'ar marv d'an 19 a viz Mae dirak un engroez tud a bigne darn anezho betek war an toennoù.

Ranuccio a damallas dug Mantova, Ferdinando Gonzaga, da vezañ kemeret perzh ha da vezañ kinniget arc'hantda aozañ an irienn har re Malaspina. Gourdrouz a reas dug Mantova kemer an armoù a-enep ar re Farnese, met bec'h a roas diplomated ar pab Clemente VIII, re rouaned Spagn ha Bro-C'hall, ha Carlo Emanuele di Savoia evit sioulaat an traoù.

Pennhêr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En 1612 e c'hanas Margherita o mab Odoardo. Bugale all a voe goude.

Krediñ a reer eo adalek an dimeziñ-se e krogo tud an tiegezh da vout tev ken e voent gant an oad.

En 1620 e kemennas Ranuccio da Ottavio e oa e vab Odoardo an hini a vije dug war e lerc'h. Ottavio a en em savas a-enep e dad. Tapet e voe ha kraouiet e-pad un ugent vloaz er Rocchetta ma chomas betek e varv, tra ma renas e vreur Odoardo. Ottavio a varvas war-dro 1643, gant ar vosenn a greder[3].

E varv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mervel a reas Ranuccio d'ar 5 a viz Meurzh 1622. E eontr kardinal Odoardo Farnese a voe anvet da rejant. Pa varvas e voe Margherita a voe rejantez betek 16 vloaz e vab Odoardo e 1628.

E vugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Nav bugel o doe Ranuccio ha Margherita Aldobrandini:

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. (it)Référence à Claudia Colla
  2. (it)An Tiegezh Farnese
  3. (it)Stadoù Italia war-dro 1600