Omar C'hayyam

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Delwenn Omar Khayyám e Bukarest.


Omar C'hayyam (farsieg: عمر خیام anv leun: غیاث الدین ابو الفتح بن ابراهیم خیام نیشابوری Ghiyās al-Dīn Abu al-Fath Omār ibn Ibrāhīm Khayyām Nishābūrī) a oa ur barzh, jedoniour, prederour ha steredoniour pers. Ganet e oa bet d'an 8 a viz Mae 1048 e Nishapur ha marvet e oa bet d'ar 4 a viz Kerzu 1131.

E-maez Persia eo brudet e varzhonegoù dreist-holl met kavet en doa un doare da ziskoulmañ ar c'hevaladennoù diñsek ivez. Gallout a rafe bezañ dizoloet e troe an Douar en-dro d'an Heol.

E oberenn[kemmañ]

Brudet eo ar Roubayat dre ar bed a-bezh. El levr Barzhonegoù, gant Roparz Hemon, (Al Liamm), ez eus ur rann anvet diwar Omar C'hayam, awenet gant oberenn ar barzh pers.

Liammoù diavaez[kemmañ]