Oddworld
Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.
| Anv | Oddworld |
| Doare | Skiant-faltazi, dystopia |
| Tem | Stroñs ar sevenadurezhioù etre an natur hag ar greanterezh |
| Stad orin | Stadoù-Unanet Amerika |
| Skor orin | C'hoari video |
| Oberour orin | Lorne Lanning |
| Bloavezh orin | 1994 |
Oddworld (e brezhoneg : « bed iskis ») a zo anv ur pentalogiezh eus c'hoari pondalezioù krouet e 1994 gant Oddworld Inhabitants hag ijinet gant Lorne Lanning. Pep pennad eus an heuliad a zo kaset gant un haroz disheñvel. Lorne Lanning a lavar en deus kemeret evel pal d'ober c'hoarioù o splujañ ar c'hoarier e-barzh un hollved disheñvel eus e hini met e kredfe anavezout mat. Ez wir, dibabet en deus lakaat ar c'hodoù pennañ eus hor c'hevredigezh a-vremañ evit munudañ hollved Oddworld. Ouzhpennet en deus ivez elfennoù utopek. An heuliad 'se a zo neuze anavezet evit e engoueztladur kreñv ha Lorne Lanning n'en deus morse lavaret ar c'hontrol.
An heuliad a zo ivez bet lakaet war-wel e-keñver ar c'hoarioù all gant e hollved grafek savet mat (an empenter a zo barrek war ar fiñvskeudenn hag an efedoù arbenik)[1] , gant e senario ha meizad eus ar c'hoari. Oddworld Inhabitants en deus krouet ul lusker c'hoari dispac'hel da vare an hini kentañ, anvet A.L.I.V.E. (Aware Lifeforms In Virtual Entertainment).
Abaoe Here 2004, 4,2 million c'hoari eus an heuliad a zo bet gwerzhet er bed.[1]
Taolenn |
Hollved [kemmañ]
Endro [kemmañ]
Ar brezel a zo war hollved Oddworld, ha spisoc'h war ar c'hevandir Mudos etre div sevenadurezh. Eus un tu, ar Mudokons, ar Gabbits ha krouadurioù all a stumm sevenadurezhioù nann diorroet war tachenn an teknologiezhioù, o kehelañ an natur dre totem loened (scrabs hag paramites ivez, padal int preizherion dañjerus) c'hoant o deus bevañ hervez an hengoun kozh, eus an doujañs betek an azeulerezh eus pep stumm buhez. Ar sevenadur all a zo graet gant ar greanter, da c'houzout ar Glukkons, ar Vykkers, hag o akolisted, ar Sligs, hag a klask korvoiñ d'ar muiañ ar blanedenn e-barzh reolennoù an industriezh, ar c'hapitalouriezh gouez hag ar c'hevezerezh.
Moneiz Oddworld a zo ar Moolah, an arouez a zo evel un $ troet war ar gleiz gant 3 varenn a-blom. Ne ouezomp ket piv zo arvalien ar Glukkons.
Ar greanter a stumm un aozadur hag a klask en em astenn anavezet dindan an anv « Kartel Magog » hag o deus kantadoù a uzinoù e pep-lec'h war Oddworld. Ar Glukkons a stumm ur strollad hag a ren ar sevenadurezh 'se. Businessman didrugar int, o klask nemet war-lerc'h ar gounid, c'hwibez penn-da-benn peogwir int dic'houest d'ober n'eus forzh peseurt labour dornel abalamour d'o korfadurezh. Ar Vykkers a ren ur c'hengevredad greantel apotikerezh a-bouezh, met ne c'hellont ket dafariñ abalamour d'o korfadurezh. An div ouenn 'se a zo sikouret gant reoù all, da skouer ar Sligs, preñv gwer gant divrec'h, ar pluñvenn aes ha peurgetket amoed, gant ar perzhded nemetañ eo gwalldretañ ar sklaved ha sevel ar slogs, loened daoudroadeg tagus hag a servij evel ki gward. Labourerien uzinoù ar C'hartel a zo a-benn ar fin sklaved, Mudokons evit an niver brasañ.
Ar Mudokons, a vefe tu keñveriañ gant an indianed eus Amerika, doujus d'an natur hag eus pep stumm buhez, zo trevadenet ha lakaet da sklaved gant ar greanter. Tu zo memestra dezho tagañ ar C'hartel, pergen gant ar vestroniezh eus ar prederiegezh hag ar c'hontroll speredel.
Tudennoù [kemmañ]
Gwelet spisoc'h :Tudennoù Oddworld
Krouadurioù [kemmañ]
Gwelet spisoc'h :Krouadurioù Oddworld
Geografiezh [kemmañ]
Gwelet spisoc'h :Geografiezh Oddworld
Meizad ar C'hoari [kemmañ]
Lusker A.L.I.V.E. [kemmañ]
Gwelet spisoc'h :ALIVE (lusker c'hoari)
GameSpeak [kemmañ]
Ar GameSpeak a zo ur sistem hag a za gant al lusker A.L.I.V.E. evit an darempredoù etre ar c'hrouadurioù. Ar c'hoarier en deus un dibab etre meur a eilgerioù hag a c'hell implij gant pep krouadur. Pep eilger en deus ur ster hag un implij termenet. Da skouer, Abe, evit lakaat ur Mudokon da heuliañ anezhañ, en do da implij ur commande GameSpeak evit gellout lavar « Demat ! » hag en do war-lec'h da lavar « Heul ac'hanon ! ». An urzhioù 'se a c'hell ivez bezañ implijet gant ar c'hrouadurioù estren. Neuze, pa lavaro Abe ur ger er memes skramm eget ur Slig, ar Slig a lavaro « Petra ? ». Ivez, ur Slig a c'hell reiñ urzhioù d'ur Slog, evel « Dre aze ! » evit lavar dezhañ don e-kichen anezhañ pe « Tap anezhañ ! » evit lavar d'ar Slog tagañ ur enebour. Ar Glukkon a c'hell ivez reiñ urzhioù d'ur Slig evel « Deus amañ ! ».
"Hierarkiezh" GameSpeak [kemmañ]
Ur hierarkiezh a zo staliet e-barzh ar sistem GameSpeak. Mod-se, ur Glukkons, hag a zo e-penn ar hierarkiezh a c'hello reiñ urzhioù d'ar Slig hag d'ar Slog. Padal, ur Slig ne c'hello ket reiñ urzhioù d'ur Glukkon hag a zo a-us anezhañ. Ar Scrabs hag ar Paramites a zo kevatal gant o kenseurt.
Krouadurioù gant ar sistem GameSpeak :
- Abe (9 hag 6 eilger hervez ar c'hoari)
- Munch (5 eilger)
- Ar Sligs (8 eilger)
- Ar Glukkons (8 eilger)
- Ar Paramites (6 eilger)
- Ar Scrabs (2 eilger)
C'hoarioù eus an heuliad [kemmañ]
| Titl | Bloavezh | Stumm mekanik | Diorroer | Aozer |
|---|---|---|---|---|
| Oddworld: Abe's Oddysee | 1997 | PlayStation, Windows | Oddworld Inhabitants | GT Interactive[2] |
| Oddworld: Abe's Exoddus | 1998 | PlayStation, Windows | Oddworld Inhabitants | GT Interactive[3] |
| Oddworld: Adventures | 1998 | Game Boy | Saffire | GT Interactive Software Corp.[4] |
| Oddworld: Adventures 2 | 2000 | Game Boy Color | Saffire | GT Interactive Software Corp.[5] |
| Oddworld: Munch's Oddysee | 2001 | Xbox, Windows [6] | Oddworld Inhabitants | Microsoft Game Studios[7] |
| Oddworld: Munch's Oddysee | 2003 | Game Boy Advance | Art Co. | THQ Inc.[8] |
| Oddworld: Stranger's Wrath | 2005 | Xbox, Windows [9] | Oddworld Inhabitants | Electronic Arts[10] |
Notennoù hag daveoù [kemmañ]
- ↑ 1,0 1,1 (en) Oddworld Fact Sheet
- ↑ Oddworld: Abe's Oddysee, Moby Games
- ↑ Oddworld: Abe's Exoddus, Moby Games
- ↑ Oddworld: Adventures, Moby Games
- ↑ Oddworld: Adventures 2, Moby Games
- ↑ http://www.bit-tech.net/news/gaming/2009/10/12/oddworld-games-being-ported-to-pc/1
- ↑ Oddworld: Munch's Oddysee, Moby Games
- ↑ Oddworld: Munch's Oddysee, Moby Games
- ↑ http://www.bit-tech.net/news/gaming/2009/10/12/oddworld-games-being-ported-to-pc/1
- ↑ Oddworld: Stranger's Wrath, Moby Games
Gwellet ivez [kemmañ]
Liammoù diavaez [kemmañ]
- (en) Lec'hienn ofisiel