O-Zone

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask
O-Zone
Bro Orin Moldavia
Doare(où) pop, dance
Bloavezhioù oberiant 1997 - 2005
Label(ioù) Universal Music (Bed)
Avex Trax (Japan)
Lec'hienn ofisiel Lec'hien ofisiel en Alamaneg

Izili Dan Bălan
Radu Sârbu
Arsenie Toderaş
Izili bet er strollad Petru Jelihovschi


O-Zone a zo ur strollad sonerezh pop dance eus Moldavia, tri Roumaniz a zo ennañ (Dan Bălan, Radu Sârbu hag Arsenie Toderaş). Abaoe 2004 eo brudet dre ar bed, a-drugarez d'ar ganaouenn Dragostea Din Tei (Amour Sous Un Tilleul). Brudet eo bet an ton-mañ gant videoioù lakaet war internet, en o zouez hini Gary Brolsma, ur c'hrenard amerikan a 19 bloaz. Dragostea din tei a zo ur ganaouenn gant leun a yezhoù disheñvel enni.Berzh e ra e Amerika ar Su, er c'humuniezhioù gay dreist-holl, hag e Sina ar c'hôrnog.
Ar strollad O-Zone a gemeras perzh en Nouvelle Star eus Romania e 2004, met kollet o deus pa oant er c'hardgourfenn. Dispartiañ a ra ar strollad e fin 2004.
Arsenie Toderaş a gendalc'h e unan dindan an anv-pluenn Arsenium, dileuriet en deus Moldavia e kenstivadeg Eurovision e 2006 gant Natalia Gordienko ha Connect-R, o kanañ Loca. Erruout a ra en 20vet plas gant 22 poent, dirak Bro-Sagn gant ar strollad Las Ketchup hag ar Rouantelezh Unanet gant Daz Sampson.
Kenderc'hel a ra ivez Radu Sarbu da ganañ e unan (gant an anv RadU). Dan Balan a gendalc'h eñ gant ur raktres rock gant ar strollad Balan, ha goude gant ur raktres pop Crazy Loop. E 2008 e vez adkanet Dragostea Din Tei gant ar c'haner amerikan T.I. ha Rihanna, dindan ur stumm Hip Hop, anvet eo ar ganaouenn nevez "Live your life", En eil plas ar singles e voe e SUA.

Taolenn

[kemmañ] Perzhidi ar strollad

Petru Jelihovschi a zo bet ivez er strollad.

[kemmañ] Pladennrolladur

[kemmañ] Albums

[kemmañ] Singles

[kemmañ] Liammoù diavaez