Notenn sonerezh

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Un notenn a lavarer, pa gomzer eus sonerezh, da envel un arouez a implijer da skeudenniñ uhelder ha padelezh keñverel ur son, pe uhelder ar son e-unan.

Arouezioù solferezh[kemmañ]

E solferezh e notenner an notennoù sonerezh war ur skrid-sonerezh a vo lennet gant ar sonerien. Pevar ferzh o deus an notennoù : padelezh, uhelder, nerzhenn ha sonliv. Gant un notenn ec'h arouezier he fadelezh (perzh a-blaen ar solferezh) hag he flas er regenneg (perzh sonn).

Notennoù sonerezh

an notennoù

Frekañs[kemmañ]

Kement son (pe notenn) en deus ur frekañs diazez a glot gant e uhelder. Ma vez div notenn gant frekañsoù-diazez o ratio kevatal da zaou (an hanter, an doubl, pe ar pevarc'hement) e vo damheñvel o sonioù. Sed penaos e renker an notennoù-se er memes rummad uhelder. E sonerezh broioù ar C'hornôg e ranner an uhelder e seizh notenn : do, re, mi, fa, sol, la ha si. An esaouenn etre daou uhelder (frekañs an eil o talvezout an doubl pe an hanter eus egile) a zo anvet eizhvedell. A-benn gouzout an diforc'h etre div notenn gant ar memes anv e div eizhvedell disheñvel e niverenner an eizhvedelloù, hag an niverenn a vez roet d'an notennoù. Da skouer «La3» (pe A4), he frekañs o vezañ 440Hz. Gant ur bondoner e c'haller kaout ar frekañs-se.

Ar formulenn o vezañ : f_n = f_0 \times a^n. Gant a o vezañ 12vet gwrizienn daou ha n an niver a hanterdonennoù a-us an notenn-loc'hañ f_0. Merzout a reer e kresk ar frekañs en u doare mentoniel keñveriet gant an notennoù.

Frekañs ar saviedoù
Notenn\eizhvedell 0 1 2 3 4 5 6 7
Do 32,70Hz 65,41Hz 130,81Hz 261,63Hz 523,25Hz 1046,50Hz 2093,00Hz 4186,01Hz
Do♯ 34,65Hz 69,30Hz 138,59Hz 277,18Hz 554,37Hz 1108,73Hz 2217,46Hz 4434,92Hz
Re 36,71Hz 73,42Hz 146,83Hz 293,66Hz 587,33Hz 1174,66Hz 2349,32Hz 4698,64Hz
Re♯ 38,89Hz 77,78Hz 155,56Hz 311,13Hz 622,25Hz 1244,51Hz 2489,02Hz 4978,03Hz
Mi 41,20Hz 82,41Hz 164,81Hz 329,63Hz 659,26Hz 1318,51Hz 2637,02Hz 5274,04Hz
Fa 43,65Hz 87,31Hz 174,61Hz 349,23Hz 698,46Hz 1396,91Hz 2793,83Hz 5587,65Hz
Fa♯ 46,25Hz 92,50Hz 185,00Hz 369,99Hz 739,99Hz 1479,98Hz 2959,96Hz 5919,91Hz
Sol 49,00Hz 98,00Hz 196,00Hz 392,00Hz 783,99Hz 1567,98Hz 3135,96Hz 6271,93Hz
Sol♯ 51,91Hz 103,83Hz 207,65Hz 415,30Hz 830,61Hz 1661,22Hz 3322,44Hz 6644,88Hz
La 55,00Hz 110,00Hz 220,00Hz 440,00Hz 880,00Hz 1760,00Hz 3520,00Hz 7040,00Hz
La♯ 58,27Hz 116,54Hz 233,08Hz 466,16Hz 932,33Hz 1864,66Hz 3729,31Hz 7458,62Hz
Si 61,74Hz 123,47Hz 246,94Hz 493,88Hz 987,77Hz 1975,53Hz 3951,07Hz 7902,13Hz

Derezioù ha skeulioù sonerezh[kemmañ]

E sonerezh e reer gant ar ger derez, a dalvez d'an uhelder en ur skeul resis. Meur a zoare a zo da zibab frekañs an notennoù en un eizhvedell. Dibab ar skeulioù a zo stag ouzh ar mare, ar binvioù-sonerezh hag an doare sonerezh. Diouzh ar skeul dibabet e vo skeulennoù disheñvel. Er sonerezh klasel e reer gant div skeul : ar skeul gromatek hag an hini diatonek.

Anvioù[kemmañ]

E sonerezh broioù ar C'hornôg e reer gant daou zoare da envel an notennoù  :

  • ut, re, mi, fa, sol, la ("si" a voe ouzhpennet diwezhatoc'h), krouet gant Guido Arezzo en XIvet kantved, hag implijet e su Europa.
  • ut = do, implijet dreist-holl pa gomzer eus alc'hwezioù, ton…
  • A (la), B (si), C (do), D (re), E (mi), F (fa) ha G (sol), diwar hêrezh Gres an Henamzer, hag a vez implijet er broioù saoznek ha german.
  • Er Rouantelezh-Unanet, B = si (B minor = Si leiañ pe B♭ major = Si♭ muiañ).
  • En Alamagn, B = si ♭ ha H = si ♮ (b-Moll = Si ♭ leiañ pe H-Dur = Si muiañ).

E diavaez broioù ar C'hornôg eo bet dibabet an daou zoare meneget a-us, met e broioù' zo ez eus bet miret doareoù dibar. En India e vez implijet svara. Seizh svara a zo : स Sa, रे , ग Ga, म Ma, प Pa, ध Dha, नि Ni.


Commons
Muioc'h a skeudennoù diwar-benn

a vo kavet e Kerandafar.