Nicollette Sheridan

Eus Wikipedia
Nicollette Sheridan
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouantelezh-Unanet Kemmañ
Anv-bihanNicollette Kemmañ
Anv-familhSheridan Kemmañ
Deiziad ganedigezh21 Du 1963 Kemmañ
Lec'h ganedigezhWorthing Kemmañ
PriedHarry Hamlin Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Micheraktour skinwel, aktour sinema, aktour, model Kemmañ
Bet war ar studi eMillfield, The Buckley School Kemmañ
Deroù ar prantad labour1984 Kemmañ
Oberenn heverkKnots Landing, Desperate Housewives, Dynasties Kemmañ

Nicollette Sheridan, ganet d'an 21 a viz Du 1963, zo un aktourez ha top model saoz-stadunanat. Kroget eo da gentañ evel diskouezerez-giz a-raok ma vije kinniget dezhi ur roll er soap opera Paper Dolls, ur stirad skinwel berrbad eus 1984 eus ar chadenn ABC. Goude-se eo bet gwelet er film fent ha karantez The Sure Thing (1985). Brudet eo kroget da vezañ gant ar roll a Paige Matheson er soap opera Knots Landing (1986–1993) war CBS, lec'h ma oa bet enoret gant daou Soap Opera Digest Awards. Goude-se e oa bet gwelet e rolloù lies betek reoù penn e filmoù skinwel ha mini-stiradoù, evel Lucky Chances (1990), Virus (1995), ha The People Next Door (1996). Gwelet eo bet ivez er filmoù Noises Off (1992), Spy Hard (1996), Beverly Hills Ninja (1997), ha Code Name: The Cleaner (2007).

Buhez prevez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sheridan a oa dimezet gant Aaron Phypers e miz Kerzu 2015, met ar c'houblad a oa dispartiet 6 miz war-lerc'h. An dizimeziñ a oa echuet e miz Eost 2018.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]