Nicole Kidman

Diwar Wikipedia, an holloueziadur digor

Mont da : merdeiñ, klask

Nicole Mary Kidman (ganet an 20 a viz Mezheven 1967 e Honolulu) a zo un aktourez aostralian hag he deus div vroadelezh, an hini aostralian hag an hini amerikan.

Nicole Kidman e Cannes e 2001.
Nicole Kidman e Cannes e 2001.

Bet deskerez en Actors Studio, anvet e oa evit Oscar an Aktourez Wellañ e 2001 o c'hoari Satine e Moulin Rouge !. Gounit a ra ar priz e 2002 gant The Hours. Gounezet he deus ivez ar Golden Globe evel Aktourez Wellañ teir gwech.

Dimezet e oa d'an aktour Tom Cruise etre 1990 ha 2001. Ar c'houblad en deus advugelet ur plac'h, Isabella, hag ur paotr, Connor.




Taolenn

[kemmañ] Danevelligoù

Nicole a c'hounezas ur sterenn war an Hollywood Walk of Fame d'an 13 a viz Genver 2003.

Skoret he doa John Kerry da mont e-barzh prezidant ar Stadoù-Unanet e 2004.

Dimeziñ a reas e Sydney gant ar c'haner country Keith Urban ar 25 a viz Mezhven 2006. An aktourez wellañ paeet e Hollywood eo, 39 vloaz he oad. Gounit a ra ur geidenn a 17 milion a zollaroù gant bep broduiñ.

Levr diwezhañ David Thomson, ur filmvarner amerikan brudet, a zo diwar he fenn.

[kemmañ] Roll filmoù

[kemmañ] Filmoù e dibroduiñ

[kemmañ] Filmoù e goudeproduiñ

[kemmañ] Bloavezhioù 2000

[kemmañ] Bloavezhioù 1990

[kemmañ] Bloavezhioù 1980

[kemmañ] Pladennoù

  • Here 2001 : Come What May - Nicole Kidman hag Ewan McGregor e zaouad
  • Kerzu 2001 : Somethin' Stupid - Nicole Kidman ha Robbie Williams e zaouad
  • Du 2006 : Kiss / Heartbreak Hotel - Nicole Kidman ha Hugh Jackman

[kemmañ] Gwelet ivez

[kemmañ] Liammoù diavez

Commons
Muioc'h a zafar war an danvez-mañ a vo kavet e-barzh ar Wikicommons