Muntr Appin

Eus Wikipedia
Karn ar muntr
Karn da Seumas a' Ghlinne.

Muntr Appin (Murt na h-Apann e gouezeleg Skos, Appin Murder e saozneg) zo ur muntr politikel c'hoarvezet e 1752 en Appin, e gwalarn Bro-Skos.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'ar 14 a viz Mae 1752 edo Colin Roy Campbell eus Gleann Iubhar, 44 bloaz, karget gant gouarnamant Bro-Saoz da verañ douaroù ar c'hlann Stiùbhairt Apann (Stewart of Appin) en Argyllshire an Norzh, o treuziñ koad Leitir Mor, e-tal An Dùrar (Duror). Tennet e voe en e gein. Klasket e voe ar muntrer e-touez klann Stiùbhairt Apann, a oa bet diberc'hennet war urzh Campbell dre ma oant e-tu ar Jakobited.

Tamallet e voe Allan Stewart (Alan Breck Stewart), a oa tec'het, hag ar barzh James Stewart (anavezet ivez evel Seumas a' Ghlinne "James of the Glens"), a voe harzet ha barnet.

Petra bennak ma voe anat er prosez ne oa ket bet kemeret perzh ebet gant James er muntr (un alibi mat en devoa) e voe kavet kablus "in airts and pairts"[1] gant ur bodad-barn ennañ tud eus ar barrez ma c'hoarvezas an drouklazh. Ar barner e oa Archibald Campbell, 3e dug Argyll, penn ar c'hlan Campbell ; diwar 15 ezel ar bodad-barn e oa 11 ezel eus ar c'hlan Campbell.

Krouget e voe James Stewart d'an 8 a viz Du 1752.

Adkemer er sevenadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. In airts and pairts : "dre skoazellañ ha skorañ" er gwir skosat. • Gwelout (en) Dictionary of the Scots Language